{"id":1423,"date":"2024-05-18T05:15:10","date_gmt":"2024-05-18T05:15:10","guid":{"rendered":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423"},"modified":"2024-05-18T05:15:10","modified_gmt":"2024-05-18T05:15:10","slug":"istor-diechu-an-trevadennin-kanaki-gant-ar-challaoued","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423","title":{"rendered":"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c&rsquo;hallaoued"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: justify;\">Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c&rsquo;hallaoued. Penaos gouennlazha\u00f1 dre erlec&rsquo;hia\u00f1 ar bobla\u00f1s henvroat.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Daoust d&rsquo;ar pezh a vez embannet gant ar gouarnamant gall goude referendum miz Du 2018 eo diskleriet sklaer ez eus eus Kanaked , eus o Broad, eus o youl da veza\u00f1 emren &#8230;e Miz Mae 2015 e voe embannet dirak poellgorr ditrevadenni\u00f1 an ONU gant Roch<br \/>\nWanytan, prezidant ar ganaked er C&rsquo;ho\u00f1gres ar C&rsquo;haledonia Nevez : \u00ab\u00a0Ent-demokratelez e c&rsquo;heller gwelout irrikou ur stad , Bro C&rsquo;hall, o klask mirout he renko\u00f9 en ur ober neuzvat dirak ar c&rsquo;humuniezh etrevroadel \u00ab\u00a0<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>Istor hir un trevadenni\u00f1 dre bobla\u00f1<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D&rsquo;an 24 a viz Gwengolo 1853 e tisklerias Auguste Febvrier Despointes, isamiral ha penn gomandant morlu Bro C&rsquo;hall e Meurvor Habask, en anv Napoleon III , dont da berc&rsquo;henn<br \/>\nwar enezenn Kaledonia Nevez. D&rsquo;an 29 a viz Gwengolo e voe tro Enez ar Pin. Ar pal penna\u00f1 e oa kreski\u00f1 plas an arme gall e Meurvor Habask a-dal d&rsquo;ar pennholierezh Bro Saoz. N&rsquo;eo tamm ebet evit kaout un \u00ab\u00a0trevadenn kastiza\u00f1, pe \u00ab\u00a0toull-bac&rsquo;h\u00a0\u00bb evit dilec&rsquo;hia\u00f1 galeourien, forbaned pe enebourien politikel en diavaez Bro C&rsquo;hall, met e gwrionez eo an<br \/>\nenebiezh etre an div vro o klask mestronia\u00f1 ar bed a zo penn abeg eus an trevadenni\u00f1 e<br \/>\nMeurvor Habask. Ar Vro C&rsquo;hall a oa he fal diskouez he galloud, he c&rsquo;hre\u00f1vded, dreist\u0002holl dre an trac&rsquo;hanta\u00f1 trevadennel. Dont a reas eta Bro c&rsquo;hall perc&rsquo;henn war inizi<br \/>\nMarkizez ha Tahiti e 1842, Kaledonia Nevez da c&rsquo;houde evel Wallis ha Futuna &#8230;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Adalek ar penn kenta\u00f1 e voe dibabet un trevadenni\u00f1 dre bobladur da lavarout kemma\u00f1 ar bobla\u00f1s orin ( ar re zu ) gant tud deuet eus Bro C&rsquo;hall ( ar re wenn) . Ar C&rsquo;haledonia Nevez , hervez diskleriadurio\u00f9 pe prezegenno\u00f9 ofisiel, a oa gouestlet da veza\u00f1 un doare<br \/>\nAustralia bihan gant an disoc&rsquo;h c&rsquo;harv evit ar Ganaked par da hini an Aborigened. Raktres trevadenni\u00f1 Maximilien de Las Cazas e 1855 a zo sklaer ken n&rsquo;eo: \u00ab\u00a0Dav eo deomp digeri\u00f1 frank dorio\u00f9 an enbroa\u00f1 en ur lakaat da gredi\u00f1 e kaver aour e-leiz, kement-ma\u00f1 evit ma vefe sachet war hor trevadenn nevez Meurvor Habask lod eus a ya da glask fortun e douaro\u00f9 saoz tramor.. Lod oute a vo plaouiet! sell aze un afer, n&rsquo;ez er ket da drevadenni\u00f1 gant kurusted!<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Digoret e voe ar galeo\u00f9 e 1864 gant ar menoz digas tud gwenn en enezenn. Ken pell ma<br \/>\noa eus Bro C&rsquo;hall ne oa nemet nebeut a dud oc&rsquo;h enbroa\u00f1 dioute o-unan. Sanset e oa an<br \/>\nenezenn-balc&rsquo;h da reizha\u00f1 ar galeourien dre al labour. Evit kaout tachenno\u00f9 labour e voe<br \/>\ndiberc&rsquo;hennet an henvroidi, disvountet ha serret er tachenno\u00f9 kloz zo, renet dindan al lezenno\u00f9 anvet \u00a0\u00bb Kod ar genvroadelez\u00a0\u00bb hag a bado betek 1946: Difennet eo oute kuitaat o \u00ab\u00a0gwarezva\u00a0\u00bb , n&rsquo;int nemet sujidi gante gwir keodedour ebet, .. Ur c&rsquo;hanak ne c&rsquo;hell dont er maez eus e \u00a0\u00bb warezva\u00a0\u00bb nemet evit paea\u00f1 tailho\u00f9 pe evit labourio\u00f9 rediet e profit an trevadennerien pe ar rannvro ( lezenno\u00f9 ar 6 a viz Mae 1871 ha 6 a viz Meurzh 1876).<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>An \u00ab\u00a0Aferio\u00f9 kenvroadelezhet\u00a0\u00bb a veze meret gant an archedi.<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ar gouennlazha\u00f1 a zo efedus! Pa oa da neubeuta\u00f1 100 000 kanak e 1800 ne chome oute nemet 35 000 bennaket e 1900..( hervez an Unesco) . Etre 1880 ha 1920 e tremener eus 40 000 kanak da 27 000 oute ( hervez enklaskerien all) . Dav e vo gortoz ar bloavezhio\u00f9 1930 evit ma vefe eilpennet un tamm bihan an trao\u00f9. En niveridigezh c&rsquo;hall e voe kontet 28 800 melanesian e 1936&#8230;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Daoust da niver ar galeourien hag an enbroidi nevez emgavet e chom niver ar re wenn dindan hini ar ganaked. E 1901 e oa 14 200 gall evit 27 100 kanak . Gant gounit ar nikel<br \/>\ne vo ezhomm muioc&rsquo;h-mui a vicherourien hag e vo pourchaset tud nevez, prest da labourat evit marc&rsquo;had-mat tre, eus Asia, eus Europa pe c&rsquo;hoazh eus inizi Tahiti&#8230; An deiz<br \/>\nhirie e weler c&rsquo;hoazh an diseurtegezh kenenel-se en enezenn.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>\u00ab\u00a0Planta\u00f1 gwenn\u00a0\u00bb<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ne chomo ket pobl Ganak gouza\u00f1vat , hep ober mann ebet, a-dal d&rsquo;ar gwaskerezh, d&rsquo;ar mac&rsquo;homerezh, pe feulster an trevadennerien. Stourmet e vo gante e meur a zoare: Nac&rsquo;h mont da vicherour er meingleuzio\u00f9 nikel, nac&rsquo;h beza\u00f1 kristenaat, en ur virout o yezho\u00f9 &#8230;O sevel emsavadego\u00f9 ama\u00f1 hag ahont. Etre 1853 hag emsavadeg bras 1878 e vo kontet 25 emsavadeg armet a-enep d&rsquo;an trevadennerien. Kudenn an douar , e berc&rsquo;henniezh, a zo pennabeg eus pep emsavadeg ; Ne chom gante nemet 10% eus<br \/>\ndouar-labour an enezenn, ar peurrest gant an trevadennerien!<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ar stourm dizingal ouzh un arme gant fuzuilho\u00f9, kanolio\u00f9, soudarded harnez mat a redias ar veuriado\u00f9 d &lsquo;en em unani\u00f1: Evel en trevadenno\u00f9 all e voe boulc&rsquo;het gant un argerzh a emskiant broadel. E 1878 an emsavadeg a badas 10 miz gant 200 soudard gall lac&rsquo;het ha 1200 kanak jahinet. Ar moustrerezh a voe taer , garv ha didrugar: Keriadenno\u00f9 hag eosto\u00f9 entanet, fuzuilhadego\u00f9 prizonidi, hangasadego\u00f9 &#8230; Ata\u00ef , pennstourner en emsavadeg a voe dibennet , hag e benn kaset da Bariz e mirdi an dudouriezh e 1879. ( rentet eo bet d&rsquo;ar Ganaked e 2014 ). Un adc&rsquo;hopr a vije paet da bep soudard gant ma vefe degaset ganta\u00f1 an div skouarn eus pep emsaver lazhet &#8230; Met dre ma vije kaset gante skouarno\u00f9 merc&rsquo;hed ha bugale e voe divizet da c&rsquo;houde adc&rsquo;hopra\u00f1 en ur zegas penn troc&rsquo;het ar c&rsquo;hanak !!<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gant ar moustrerezh e vo ivez hag adarre dilemmet douaro\u00f9 digant ar ganakiz. An ofiser gall Henri Laurent Rivi\u00e8re ( ur straed d&rsquo;e anv en Oriant!!!) a voe e penn ar moustrerezh. Skriva\u00f1 a reas: \u00a0\u00bb ar gouarnour a faot dezha\u00f1 e vefe divroet ar ganakiz a vefe graet trugarez da leuskel o buhez dezho betek enezenn ar Pin pe inizi ar Belep en hanter\u0002noz. Diouzh an tu kement-ma\u00f1 a diouenne an henvroidi ha war an dro e vije gounezet douaro\u00f9 bras ha strujus.\u00a0\u00bb En holl eo ouzhpenn 1500 kanak hag a voe hangaset , lod betek inizi Tahiti.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E 1917 e voe un emsavadeg meur all, Noel ha Bouarate da bennstourmerien. Ouzhpenn<br \/>\nan abego\u00f9 ordinal e oa ivez an taol-ma\u00f1 hini non pas mont d &lsquo;ar brezel e Bro c&rsquo;hall. Ar moustrerezh a voe ken taer, ken c&rsquo;harv hag e 1878. Adc&rsquo;hopro\u00f9 evit lazha\u00f1 kanaked aet<br \/>\nwar uhelaat 20 lur gall evit ur prizionad, 25 lur evit ur melanezian marv !<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Emzalc&rsquo;h Bro C&rsquo;hall, hini e renerien kenkoulz hag hini ar bolitikourien gall ne gemm e mod ebet. Derc&rsquo;hel da enbroa\u00f1 tud gwenn. An emzalc&rsquo;h -ma\u00f1 a zo bepred , d &lsquo;an deiz hirie, ar memes hini.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E 1963, gounezet o dizalc&rsquo;hiezh vroadel gant broio\u00f9 ar Magreb e faote da Vro c&rsquo;hall kas<br \/>\nda Galedonia Nevez 10 000 \u00ab\u00a0treid-du\u00a0\u00bb. Ne vo a-benn ar fin nemet 2600 oute oc&rsquo;h en em<br \/>\nstalia\u00f1 er Ganaki. E 1970 e embanne Roger Laroque maer trevadenner Noumea e oa ret derc&rsquo;hel da \u00ab\u00a0blanta\u00f1 gwenn\u00a0\u00bb.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E 1972 e voe tro Pierre Messmer kenta\u00f1 ministr Bro c&rsquo;hall da veza\u00f1 sklaer ha sklaeroc&rsquo;h<br \/>\nc&rsquo;hoazh: Ar C&rsquo;haledonia Nevez, trevadenn a bobla\u00f1, a zo sur-awalc&rsquo;h er bed a-bezh, diwezha\u00f1 takak trovanel ne vefe ket dizalc&rsquo;h, e lec&rsquo;h ez eus tu d&rsquo;ur vro diorreet enbroa\u00f1 e<br \/>\nriezaded (&#8230;) Ne c&rsquo;hell beza\u00f1 lakaet diaes Bro C&rsquo;hall nemet gant arc&rsquo;hadurio\u00f9 broadel ar bobla\u00f1s engenidik (&#8230;) Dre un enbroa\u00f1 yoc&rsquo;hek gant gallaoued pe tud eus an DOM e vo tu parea\u00f1 d&rsquo;an da\u00f1jer-ma\u00f1 (&#8230;) A-hir-dermenn ne vo tu tremen e-biou d&rsquo;an arc&rsquo;hadurio\u00f9 broadel ar bobla\u00f1s enginidik nemet ma vez ar c&rsquo;humuniezhio\u00f9-pobla\u00f1s eus diavaez Meurvor Habask muianiverel. Anat eo ne vo efed ebet war niver ar pobla\u00f1s ma ne vez<br \/>\nket enbroet en un doare riezhiadel gant merc&rsquo;hed ha bugale&#8230; ( lizher Pierre Messmer da<br \/>\nSekretourva stadel evit an DOM-TOM).<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E 1956, 51,1% eus pobla\u00f1s Ar C&rsquo;haledonia Nevez a oa Kanak , e 1969 ne oant ken nemet 46% hag e 1983, 42,4% . Etre 2000 ha 2004 e vo enbroet e Kaledonia Nevez 14000 gall! Gant an niveridigezh e 2014 e vez priziet mat an trevadenn dre bobla\u00f1 : Ar ganaked a zo deuet da veza\u00f1 bihanniverel en o bro : 39% eus ar bobla\u00f1s . Met dizingal kaer an trao\u00f9: An inizi Loyaute 94% eus ar bobla\u00f1s a zo kanak , e rannvro an Norzh 70% a zo kanak padal tro tro da Noumea n&rsquo;int ken nemet 26% .<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>Nikel ha Mor<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Mennerezh Bro C&rsquo;hall da chom e Kaledonia Nevez a zo dalc&rsquo;het gant interesto\u00f9 ekonomikel met ivez gant c&rsquo;hoario\u00f9 geostrategek.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">An nikel : 20% eus mirado\u00f9 ar bed a vefe war an enezenn ha 7,5 milion a donnenn a<br \/>\ngailhenn-nikel a vez tennet eus an douar bep bloaz . Ar mor: Gant ur gorread a 18500km\u00b2 e c&rsquo;hell ar C&rsquo;haledonia Nevez kaout ur gorread a 1 740 000 km\u00b2 a Takak Ekonomikel Unwerzh ( Zone Economique Exclusive). Er mor tro\u0002dro e kaver barregezhio\u00f9 pesketa pouezus (to\u00f1s, morvlokenned, chifretez,..). Sanset e vefe ivez e fo\u00f1s ar mor metalo\u00f9 ral ( kobalt, manganez, e stumm nodulo\u00f9).<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ar pezh a zo eo ivez an tachad Azia- Meurvor Habask un dachenn a enebiezh kenetre Sina hag ar Stado\u00f9 Unanet. Setu perak e vez broudet ha harpet Bro c&rsquo;hall gant stado\u00f9 ar<br \/>\nc&rsquo;huzh-heol ( USA, Ostralia, Zeland Nevez) da chom ur \u00ab\u00a0vro eus Meurvor Habask\u00a0\u00bb daoust d&rsquo;an diaesamanto\u00f9 a chom kenetreze ( Rainbow Warrior, aeseio\u00f9 nukleel, &#8230;)<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>\u00ab\u00a0Top 84\u00a0\u00bb<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Daoust d&rsquo;an diaesamanto\u00f9-ma\u00f1, gant plegenno\u00f9 dila\u00f1sus, e voe adkroget gant ar stourm kre\u00f1v evit an dizalc&rsquo;hiezh er bloavezhio\u00f9 1970. Adal 1969 e voe savet ur strollad yaouankiz anvet Ar Mouchouero\u00f9 Ruz o stourm evit an dizalc&rsquo;hiezh; hag e 1971 e voe krouet Strollad 1878 oc&rsquo;h ober dave d&rsquo;an emsavadeg meur ar c&rsquo;hantved diwezha\u00f1 . An daou strollad-ma\u00f1 en em deuz evit kroui\u00f1 en un doare fraezh ha sklaer kenta\u00f1 strollad dizalc&rsquo;hour , ar PALIKA ( Parti Liberation Kanak). E 1974 e voe krouet an UPM ( Union Progressiste Multiraciale) o stourm ivez evit an dizalc&rsquo;hiezh hag e voe kemmet hec&rsquo;h anv<br \/>\ne 1977 evit dont da veza\u00f1 Union Progressiste M\u00e9lan\u00e9sienne. Ar bloaz-se ivez ar strollad<br \/>\nUnion Cal\u00e9donienne ( bet krouet e 1956) a embann an arc&rsquo;hadur dizalc&rsquo;hour hag e voe krouet ivez ar FULK ( Talbenn Unvan Dieubidigezh Kanaki) . E 1979 e voe tro ar strollad sokialour kaledonian (PSC) da vont gant ar memes arc&rsquo;hadur&#8230;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E 1984, an holl strollado\u00f9-ma\u00f1 en em deuz er memes aozadur an FLNKS, ar sindikad dizalc&rsquo;hour USTKE ( union syndicale des Travailleurs Kanak et des Exploites) krouet e 1981 a yeas davet an FLNKS kerkent ha krouet. Pouezus kaer eo ober meneg eus ar bloavezhio\u00f9-se , liesseurtegezh ar strollado\u00f9 o vont gant an dizalc&rsquo;hiezh , o haeri\u00f1 o hevelpred, o vont gant hent an dizalc&rsquo;hiez Kanak. Diouzh un tu ar re wenn barrek da bevezi\u00f1 muioc&rsquo;h ha muioc&rsquo;h bepred , tiez, skolio\u00f9, kirri-tan, &#8230; Diouzh an tu all ar re zu , dilabour, hep dour-red, tredan ebet, re nebeut a zouar, skol ebet.. Da skouer sifro\u00f9 ofisiel e 1983 gant ar CNASEA ( Caisse Nazionale d&rsquo;Am\u00e9nagement des Structures des Exploitations Agricoles) : 165 000 hekt a zouar evit 30000 kanak; 350 000 hekt evit 2035 trevadenner gall&#8230;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Er memes mare e weler degouezhout war an enezenn enbroidi nevez o tont eus Bro c&rsquo;hall, hag ar moustrerezh a-enep stourmerien er strollado\u00f9 peoc&rsquo;hus o tont da veza\u00f1 taer ha taeroc&rsquo;h c&rsquo;hoazh, met ivez en inizi tro-dro poblo\u00f9 o gounit en-dro o frankiz : Samoa ar C&rsquo;hornog e 1962, Noru e 1968, Tonga ha Fidji e 1970, Papouazi e 1975, Tuvalu hag Inizi Salomon e 1978, Kiribati e 1979 , ar Vanuatu 1980&#8230;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E-barzh e so\u00f1j enebi\u00f1 ouzh ar strollado\u00f9 dizalc&rsquo;hour, ouzh ar menozio\u00f9 a vroadelouriezh<br \/>\ner bobl ganak, ez eas gouarnamant Giscard d &lsquo;Estaing gant deskemmadurio\u00f9 a bep-seurt.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E 1976 e voe raktres Stirn sa\u00f1set rei\u00f1 muioc&rsquo;h a emrenerezh d&rsquo;an enezenn. E 1979, e vo<br \/>\nembannet gant ar gouarnamant gall ur raktres a hir-dermen evit un diorenn ekonomikel ha sokial evit ar C&rsquo;haledonia Nevez. Nac&rsquo;het e voe gant ar strollado\u00f9 dizalc&rsquo;hour hag e vo divizet gante mont en darempred gant Poellgorr an Didrevadenni\u00f1 en ONU . Mont a<br \/>\nrefont e darempred ivez gant strollado\u00f9 gall PCF ha PS hag e vo sinet kenetreze un diskleriadur evit ar gwir da emsavela\u00f1 e Kaledonia Nevez. Ur wech aet e penn d&rsquo;ar Stad<br \/>\nC&rsquo;hall, e 1981, e vo , anat eo, ankounac&rsquo;het an emglev gant Mitterand hag e vignoned an<br \/>\ntu kleiz!<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">War an enezenn, e vo divizet gant an drevadennourien c&rsquo;hoari ur strategiezh tennderus:<br \/>\nDrouklazhadenn Pierre Declercq, e penn an Unvaniezh Kaledonian e 1981. E-pad pevar<br \/>\nbloaz e vo manifestadego\u00f9 gant an trevadennerien, manifestago\u00f9 all gant ar ganaked, serret hento\u00f9 zo, sit-ino\u00f9, gouzalc&rsquo;hio\u00f9&#8230; Hep ne vefe taolet pled oute gant ar gouarnamant Mitterand. A-benn ar fin , e 1984, e vo kinniget ur raktres , unan ouzhpenn,<br \/>\nanvet Lemoine, evit ur statud nevez evit an enezenn. Hema\u00f1 da veza\u00f1 gwiriekaet dre votadeg. Nac&rsquo;het e voe gant an FLNSK nevez krouet ha divizet gante ur boykot oberiant<br \/>\na-enep ar votadeg, divizet ivez ar pal \u00ab\u00a0Top 84\u00a0\u00bb, da lavarout an dizalc&rsquo;hiezh evit fin ar bloavezh 1984.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ar boykot oberiant a raio berzh: Serret e vo degado\u00f9 a hent, distrujet ur pod-mouezhia\u00f1 e ti-k\u00ear Kanala gant Eloi Machoro, &#8230; Ar votadeg a voe hep ar ganaked! Daoust d&rsquo;ar moustrerezh trevadennel taer (Toullbac&rsquo;het degado\u00f9 a stourmer kanak) e kendalc&rsquo;h ar c&rsquo;habalerezh evit an Top 84. Brema\u00f1 e vez goulennet ivez leuskel da vont ar stourmerien<br \/>\nlakaet en toull: Gouzalc&rsquo;het e vo tiez-k\u00ear Hienghene, Lifou, Ponerihouenn ha Poya e miz du 1984, Gouzalc&rsquo;het e vo archedi Thio hag Ouvea, serret hento\u00f9 Thio, balc&rsquo;het e vo isprefed ar ripiblik eus inizi Loyaute&#8230;D&rsquo;an deiz kenta\u00f1 a viz Kerzu e vo staliet gouarnamant Kanaki gant an FLNKS dirak kazetennerien ar bed a-bezh&#8230;.Ha savet e vo o banniel.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>\u00ab\u00a0Digor eo Chase ar c&rsquo;hanak\u00a0\u00bb<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ar Stad c&rsquo;hall hag an trevadennerien, tapet berr, a zibab mont gant ar feulster. Tu a oa lenn war mogerio\u00f9 Noumea luganio\u00f9 evel \u00a0\u00bb Colon prend ton fusil \u00a0\u00bb pe \u00ab\u00a0Caldoche aux armes\u00a0\u00bb .. hag d&rsquo;ar 5 a viz Du 1984 e voe lazhadeg Hienghene: 10 kanak drouklazhet en o zouez daou vreur da Jean Mari Tjibaou. An torfedourien a vo didamallet e 1986! \u00ab\u00a0Digor<br \/>\neo chase ar c&rsquo;hanak \u00a0\u00bb eme Jean-Marie Tjibaou !<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ha ne ra nemet kregi\u00f1 : Evit ar gouarnamant gall, evit trevedennerien zo eo dav enulli\u00f1,<br \/>\nlazha\u00f1, penn-renerien an dizalc&rsquo;hourien. D&rsquo;an 12 a viz Genver 1985 e vo lazhet Eloi Machoro ha Marsel Nonnaro gant ar Gign hag ur c&rsquo;homando trevadennerien . ( e 1986, e<br \/>\nlez-varn an asizo\u00f9 en departamant An Aisne, e vo embannet gant un archer a oa eno, e oa dre urzh a oa bet drouklazhet Eloi Marchoro hag e vignon).<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Evit ar wech kenta\u00f1 abaoe Brezel an Aljeria e vo staliet ur stad a zifrae hag ar c&rsquo;heulfe, hag ar gazetenn c&rsquo;hall Liberation da embann d&rsquo;an 8 a viz Mae 1985 \u00a0\u00bb Les Caldoches traquent les Kanaks\u00a0\u00bb: Razhadego\u00f9( ratonnades), drouklazho\u00f9, tanio\u00f9-gwall tiez kanaked, balc&rsquo;hadenno\u00f9&#8230;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E 1986 e teu en-dro an tu dehou e penn d&rsquo;ar Stad C&rsquo;hall hag hema\u00f1 da glask sioulaat an<br \/>\ntrao\u00f9. Kinniget e vo raktres Pons e 1986 o kinnig un doare referendum evit 1987.. Galvet e vo d&rsquo;ar Boykot ur wech c&rsquo;hoazh gant an FLNKS peogwir e vez nac&rsquo;het anavezout ar bobl Ganak . Respont ar stad c&rsquo;hall a voe sklaer: mont gant an tala\u00f1-arme hag e voe kaset da Galedonia Nevez 8000 soudard ( unan evit 7 melanesian) archerien, harzlammerien, crssed&#8230;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Etre 1984 ha 1988 e voe graet berzh gant an FLNKS en etrevroadel . Soutennet eo brema\u00f1 gant luskad ar broio\u00f9 di-steudet; An ONU da embann ar gwir da Ganaki da veza\u00f1 emren ha dizalc&rsquo;h.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>Brezel an Aljeria e bihan<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Dismega\u00f1set gant Bro C&rsquo;hall met anavezet gant an ONU ne oa ket tu enebi\u00f1 ouzh an arme gall staliet ha niverus war o enezenn e vo dibabet stourm ingal ha dizehan dre stourmadenno\u00f9 arouezel. Ar stourm evit an dizalc&rsquo;hidigezh a yeas ivez, evel forzh peseurt stourm dieubi\u00f1 broadel e vefe , war du an etrevroadel. Istor lazhadeg mougev Ouvea e miz Ebrel 1988 a zo da veza\u00f1 priziet diwar an elfenno\u00f9-ma\u00f1: ur strourm arouezel evit boykot an dilennadego\u00f9 aet da lazhadeg trevadennel gant skoazell an arme gall.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D&rsquo;an 22 a viz Ebrel e voe aloubet archedi Ouvea gant broadelourien Kanak. An tenn fuzuilh kenta\u00f1 a voe gant un ofiser gall eus ar \u00ab\u00a0garde civile\u00a0\u00bb hag a lazhas ur stourmer kanak. Diwar neuze er fuzuilhadeg e voe lazhet pevar archer gall &#8230; ( ha n&rsquo;eo ket dre gontell evel ma voe embannet gant Jacques Chirac er radio an deiz-se!) . 16 archer a voe graet prizoniad ha skoachet er mougevio\u00f9 Ouvea.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Kerkent e voe lusket ur gwezhiad milourel \u00a0\u00bb Victor\u00a0\u00bb da anv: 270 soudarded kaset war blas, nac&rsquo;h e vo kevraouet un emglev, nac&rsquo;het an hanterourien, jahinet evit gouzout e pelec&rsquo;h e oa ar c&rsquo;huzhadenn&#8230;19 kanak a vo lazhet ha daou soudard gall ivez, ar re gloazet a vo jahinet , ur c&rsquo;hanak fuzuilhet e tro-kein&#8230; Ministr gall an armeo\u00f9, Jean Pierre Chevenement, a vo rediet da embann, en ur c&rsquo;hina\u00f1, \u00ab\u00a0&#8230;e oa bet oberenno\u00f9 hinienell zo kontrol da lezenno\u00f9 ar brezel met ne oa ket awalc&rsquo;h evit saotra\u00f1 enor an arme gall \u00ab\u00a0.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab\u00a0Trec&rsquo;h-arme\u00a0\u00bb an trevadennour gall e Ouvea a guzh e gwirionez ur faezhidigezh bolitikel. An FLNKS a gendalc&rsquo;h gant e luganio\u00f9 a dizac&rsquo;houriezh, gant e strategiezh a stourm darsavel, ama\u00f1 hag ahont. War an dachenn etrevroadel , e vo kunujennet Bro c&rsquo;hall : ar Vroio\u00f9 tro-dro, Samoa, Papoua Ginea-Nevez, Fidji &#8230; a c&rsquo;houlenn e vefe un enklask etrevroadel hag a vo savet gant an ONU .<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D&rsquo;an 8 a Viz Mae 1988 e voe obido\u00f9 ar stroumerien kanak lazhet e Ouvea ha Jean Marie Tjibao\u00f9 a gemeras ar gaoz: \u00ab\u00a0Gant Lazhadeg kriz Ouvea e vo kre\u00f1vaet c&rsquo;hoazh mennerezh ar bobl Ganak. An arc&rsquo;hadurio\u00f9 evit dizalc&rsquo;hiezh Kanaki tremeno dreist d&rsquo;an 8 a viz Mae. An Aotro\u00f9 Po\u00f1s a zo e touesk bezierien pobl Ganak. Spi a zo ganin e vo ambrouget bep noz betek e varv gant damskeud merzherien Ouvea. Da viken e vo daonet. Pedi\u00f1 a ran evit ma yafe d&rsquo;an ifern.\u00a0\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Serret e vez bepred an hento\u00f9, ar geriadenno\u00f9, kendalc&rsquo;h a ra ar chouanerezh darsavel . Bro C&rsquo;hall, an trevadennerien, ar soudarded a ya d&rsquo;ar poent-se gant ar reolataat (normalisation) par da hini gouza\u00f1vet gant Pobl Aljerian : Evezhaat monedone ar ganaked, furchadego\u00f9 er geriadenno\u00f9, \u00ab\u00a0rastelladenno\u00f9\u00a0\u00bb, \u00ab\u00a0atersadurio\u00f9 kre\u00f1vaat\u00a0\u00bb ( jahinerezh), preizhadego\u00f9.. D&rsquo;an 23 a viz Mae 1988 e voe drouklazhet ur c&rsquo;hanak yaouank, Albert Poaty\u00e9 e anv, gant ar \u00ab\u00a0beredo\u00f9 ruz\u00a0\u00bb deuet da aloubin meuriad Paola e<br \/>\nPwei.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Bec&rsquo;h war ar stad C&rsquo;hall eus tu an etrevroadel kenkoulz hag war an enezenn, e voe rediet da glask sioulaat an trao\u00f9. Ar galdoched ivez, a fell dezho gounit amzer , ar pal gante a oa kaout ur strollad kanak a-enep an dizalc&rsquo;hiezh.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>Emglevio\u00f9 Matignon : Ar pal \u00ab\u00a0enframma\u00f1\u00a0\u00bb evit \u00ab\u00a0mouga\u00f1\u00a0\u00bb<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D&rsquo;ar 26 a viz Mezheven 1988 e voe sinet ur emglev kenetre an FLNKS , an enepdizac&rsquo;hourien eus ar RPCR ( rassemblement pour la Caledonie dans la republique)<br \/>\nhag ar Stad C&rsquo;hall. Sa\u00f1set int da groui\u00f1 amveziado\u00f9 evit ur referendum diwar an emrenerezh a-benn 1998. An FLNKS a zo anavezet evit beza\u00f1 derc&rsquo;houezour ar ganaked hag e vo krouet ter rannvro, div oute renet gant an dizalc&rsquo;hourien goude dilennadego\u00f9 1989.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Evit meur a strollad kanak e chom an emglev luziet: Mann ebet diwar-benn ar brizonidi politikel, ken nebeut all diwar goulenno\u00f9 evit diouzhtu ar bobl ganak, met dreist-holl e vez kaset da re bell en amzer termen darevezh an dizalc&rsquo;hiezh. Goude tri miz a dabut e vo sinet an emglev gant an FLNKS d&rsquo;an 11 a viz Gwengolo 1988, met hep ar strollad FUKL( Talbenn Unvan Dieubi\u00f1 Kanaki) o terc&rsquo;hel da lakaat en araok an dizalc&rsquo;hiezh<br \/>\nvroadel.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ar c&rsquo;hemperzh nevez a voe chalus awalc&rsquo;h, pa ne oa houlek ( goulenno\u00f9 diwar tro-kein an emglev, isemglev-kuzh..) ha d&rsquo;ar 5 a viz Mae 1989 e voe lazhet Jean Marie Tjibabou ha Yeiwene Yeiwene gant ur stourmer eus Ouvea Djubelli Wea&#8230;Hema\u00f1 a gave dezha\u00f1 e oa bet gwerzhet pa ne vefe trubardet stourm evit an dizalc&rsquo;hiezh.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E-kerz kendalc&rsquo;h an FLNKS e 1990 ha da c&rsquo;houde e 1991 e vo embannet an disfizia\u00f1s ouzh emglevio\u00f9 Matignon, en ur embannet n&rsquo;int nemet brizh-emglevio\u00f9 da c&rsquo;hortoz&#8230; Pal sklaer ar Stad C&rsquo;hall a zo gounit amzer, leuskel an trao\u00f9 da vreina\u00f1, adtapout ar galloud tamm ha tamm en ur gemma\u00f1 al luga\u00f1 a zizalc&rsquo;hiezh da \u00a0\u00bb gwirio\u00f9 ar poblo\u00f9 henginidik\u00a0\u00bb, ranna\u00f1 ar strollado\u00f9 kenetreze, hag eo gwir e vo komzet gant lod eus an FLNKS muioc&rsquo;h-mui eus gwirio\u00f9 ar poblo\u00f9 henginidik eget eus dizalc&rsquo;hiezh adalek an emglevio\u00f9 Matignon&#8230; War an dro e klask ar Stad C&rsquo;hall d&rsquo;en em ingali\u00f1 gant ar vroio\u00f9 tro-dro d&rsquo;an enezenn. Digarezio\u00f9 ofisiel ha da heul un digoll a 7 milion dollard goude afer ar Rainbow Warrior kaset d&rsquo;ar strad gant servijo\u00f9 kuzh Bro C&rsquo;hall e Zeland Nevez e 1986, Paouezet gant an taolio\u00f9 aesa nukleel e Polinezia e 1996. Lobiing en ONU evit ma ne vefe komzet ken eus dizalc&rsquo;hiezh ar bobl ganak met eus emrenerezh ur rann-vro&#8230;<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>Emglevio\u00f9 nevez Noumea<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E 1998, goude dek bloaz a emglevio\u00f9 gant ar stad C&rsquo;hall e voe poent muzulia\u00f1 ha prizia\u00f1 an \u00ab\u00a0araokadenno\u00f9\u00a0\u00bb. Trec&rsquo;h a voe ar Stad C&rsquo;hall gant e strategiezh ranna\u00f1 : Rei\u00f1 bod da lod er frammo\u00f9 stadel nevez, ar re ma\u00f1 o vont gant an trefoedajo\u00f9 politikel, .. E pep dilennadeg adalek 1989 e vo disemglev kenetre ar strollad kanak, ar sindikad broadelour USTKE a yelo kuit eus an FLNKS e 1989 en abeg d&rsquo;ur mont-a-dreuz politikel!<br \/>\n\u00ab\u00a0Ebarzhi\u00f1 evit Mouga\u00f1\u00a0\u00bb a voe pal ar c&rsquo;hallaoued hag an trevadennourien hag a semblante beza\u00f1 tizhet. Kendalc&rsquo;h a ra ar stad C&rsquo;hall gant he folitikerezh a bobla\u00f1 ha dont a ra pobl ganak bihanniverel da vat en he bro. War an dachenn ekonomikel ha sokial ne voe adkempouezadenn ebet.. Gwasoc&rsquo;h marteze. Rannet eo an enezenn e div lodenn: trevadennerien pinvikik tro-dro da Noumea hag ar Ganaked rediet da chom pell oute, da veza\u00f1 evel arlezaded.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E miz Mae 1998 e voe sinet un emglev nevez . Pal an trevadennerien hag ar Stad C&rsquo;hall<br \/>\na zo bepred ar meme hini gounit amzer, evit ne vefe ket ken komzet eus dizalc&rsquo;hiezh met<br \/>\nkentoc&rsquo;h eus un doare gwirio\u00f9 an dud henginidik. Eus tu ar ganakiz e faot dezho e vefe anavezet ez ofisiel ez eus eus ar Bobl Ganak, ne vefe kaset tud ken e Kaledonia nemet evit voti\u00f1 evit Bro C&rsquo;hall, hag e vefe diskleriet sklaer ha fraez e vo votadego\u00f9 evit an dizalc&rsquo;hiezh. Da eil renk an emglev e vez adveneget adarre eo ret rei\u00f1 en-dro an douaro\u00f9 laeret d&rsquo;ar ganaked, eo ret mat rei\u00f1 en-dro gwirio\u00f9 ha galoudo\u00f9 meret eus Pariz pe Noumea da Ganaki, eo ret da Galedonia Nevez kaout arouezio\u00f9 o terc&rsquo;hel kont eus ar ganaked ( anv , banniel, kan broadel, arouezio\u00f9 war ar bilhiji-bank, ..). Skrivet e vo an<br \/>\nemglev en un doare luziet, forc&rsquo;hellek ha daouduek, un doare all da enebi\u00f1 ouzh an dizalc&rsquo;hourien, kement hag e vo gwiraourien oc&rsquo;h embann tra hag lod all ar c&rsquo;hontrol !<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ugent vloaz goude emglevio\u00f9 Noumea, an RIN ( Unvaniezh an Dizalc&rsquo;hourien hag ar Vroadelourien) o voda\u00f1 an \u00ab\u00a0Unvaniezh Galedonian\u00a0\u00bb, an \u00ab\u00a0Dynamik Unitaire Sud\u00a0\u00bb ha \u00ab\u00a0Unvaniezh ar sindikadel al labourien hag ar gorvoidi\u00a0\u00bb , da embann: \u00ab\u00a0Al loden vrasa\u00f1 eus ar stignadello\u00f9 n int ket bet kaset da benn, na zoken lakaet e pleustr, abalamour d&rsquo;an travadennerien, d&rsquo;an doare luziet ha daouduek an emglev, o leuskel war an dro ar Stad C&rsquo;hall da goulevia\u00f1 diouzh e interesto\u00f9. Ar pal \u00ab\u00a0adkempoueza\u00f1\u00a0\u00bb el labourio\u00f9 publik pe prevez, en deskadurezh, er yec&rsquo;hed, er stumma\u00f1..n&rsquo;eo ket bet tizhet, pell ac&rsquo;hane. War an dachenn ekonomikel araokadenn ebet, kenderc&rsquo;hel a ra ar Stad C&rsquo;hall gant un ekonomiezh trevadennourel, diazezet diwar amzalc&rsquo;h ouzh ar vro-benn, ouzh Pariz. An deiz hirie an digevatalder kevredigezhel a zo gwasoc&rsquo;h eget biken evit ar ganaked. An identelezh Ganak n&rsquo;eo ket anavezet er frammo\u00f9 stadel. An enbroa\u00f1 broudet gant ar stad c&rsquo;hall en deus graet e vezomp bihannirevek en hor bro&#8230; Diwar an holl titouro\u00f9-ma\u00f1 e\u00a0 embann kre\u00f1v an RIN eo ur c&rsquo;hwitadenn, ul louzenn emglevio\u00f9 Noumea!\u00a0\u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E 2016, e vo nac&rsquo;het enskiva\u00f1 25 000 kanak war listenn an dilennadego\u00f9 ..Goude manifestadego\u00f9 ne vo aotret nemet 7000 oute da vont da voti\u00f1&#8230; C&rsquo;hwec&rsquo;h miz araok ar referemdum ec&rsquo;h embanne Louis Kotra Uregei, prezidant ar Strollad Labourour: Evidomp-ni, keit e vo nac&rsquo;het bezoud pobl Ganak ne c&rsquo;hell ket beza\u00f1 ar referendum hini an emsavela\u00f1&#8230; An trevadennerien a vo trec&rsquo;h peogwir ez int nivesuroc&rsquo;h, peogwir e vez nac&rsquo;het da ganaked zo mont da voti\u00f1. N&rsquo;ouzon ket penaos envel ar votadeg met n &lsquo;eo ket ur votadeg evit an emsavela\u00f1!<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gounezet eo bet ar referendum gant an trevadennourien, evit brasa\u00f1 plijadur ar prezidant Macron hag ar bolitikouiren gall eus forzh peseurt tu e vefent ar re-ma\u00f1 o vont gant poe\u00f1sadenno\u00f9 doare \u00a0\u00bb destin commun\u00a0\u00bb pe \u00ab\u00a0le vivre ensemble\u00a0\u00bb &#8230; Ne bado ket &#8230; Ar<br \/>\nYaouankiz Kanak a zo en em sevel, ar pezh a zo ur souezh evit ar ganaked oc&rsquo;h-unan. An trevadennour a zo deuet e Kaledonia Nevez evit an arc&rsquo;hant aes hag e yelo kuit en-dro kerkent ha ma vo diaes ha diaesoc&rsquo;h an trao\u00f9 war an dachenn ekonomikel &#8230;Ar ganaked a chomo en o bro, hag e teuio o deiz !<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ur gentel evidomp ni Bretoned! Ar gouennlazha\u00f1 dre bobla\u00f1 n&rsquo;eo ket digoulzet ama\u00f1 kenneubet !<\/p>\n<p style=\"text-align: right;\"><strong>Envel Antrao\u00f9<\/strong><\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c&rsquo;hallaoued. Penaos gouennlazha\u00f1 dre erlec&rsquo;hia\u00f1 ar bobla\u00f1s henvroat. Daoust d&rsquo;ar pezh a vez embannet gant ar gouarnamant gall goude referendum miz Du 2018 eo diskleriet sklaer ez eus eus Kanaked , eus o Broad, eus o youl da veza\u00f1 emren &#8230;e Miz Mae 2015 e voe embannet dirak [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":1424,"comment_status":"open","ping_status":"open","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"sb_editor_width":"","footnotes":""},"categories":[45,65],"tags":[],"class_list":["post-1423","post","type-post","status-publish","format-standard","has-post-thumbnail","hentry","category-brezhoneg","category-principale"],"relative_dates":{"created":"2 ans ago","modified":"2 ans ago"},"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v26.3 - https:\/\/yoast.com\/wordpress\/plugins\/seo\/ -->\n<title>Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c&#039;hallaoued - STOURM<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c&#039;hallaoued - STOURM\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c&rsquo;hallaoued. Penaos gouennlazha\u00f1 dre erlec&rsquo;hia\u00f1 ar bobla\u00f1s henvroat. Daoust d&rsquo;ar pezh a vez embannet gant ar gouarnamant gall goude referendum miz Du 2018 eo diskleriet sklaer ez eus eus Kanaked , eus o Broad, eus o youl da veza\u00f1 emren &#8230;e Miz Mae 2015 e voe embannet dirak [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"STOURM\" \/>\n<meta property=\"article:publisher\" content=\"https:\/\/www.facebook.com\/stourmnews\/\" \/>\n<meta property=\"article:published_time\" content=\"2024-05-18T05:15:10+00:00\" \/>\n<meta property=\"og:image\" content=\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2024\/05\/drapeau-kanak.jpg\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:width\" content=\"1920\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:height\" content=\"1280\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:type\" content=\"image\/jpeg\" \/>\n<meta name=\"author\" content=\"La r\u00e9daction\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"\u00c9crit par\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"La r\u00e9daction\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:label2\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data2\" content=\"22 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\/\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"Article\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#article\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423\"},\"author\":{\"name\":\"La r\u00e9daction\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/c3e1dc65988632e190969234ef046cf9\"},\"headline\":\"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c&rsquo;hallaoued\",\"datePublished\":\"2024-05-18T05:15:10+00:00\",\"mainEntityOfPage\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423\"},\"wordCount\":4265,\"commentCount\":0,\"publisher\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#organization\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2024\/05\/drapeau-kanak.jpg\",\"articleSection\":[\"Brezhoneg\",\"Principale\"],\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"CommentAction\",\"name\":\"Comment\",\"target\":[\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#respond\"]}]},{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423\",\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423\",\"name\":\"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c'hallaoued - STOURM\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#website\"},\"primaryImageOfPage\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#primaryimage\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2024\/05\/drapeau-kanak.jpg\",\"datePublished\":\"2024-05-18T05:15:10+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423\"]}]},{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#primaryimage\",\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2024\/05\/drapeau-kanak.jpg\",\"contentUrl\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2024\/05\/drapeau-kanak.jpg\",\"width\":1920,\"height\":1280},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\/\/stourm.news\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c&rsquo;hallaoued\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#website\",\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/\",\"name\":\"Stourm\",\"description\":\"Kazetenn Strollad Broadel Breizh\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\/\/stourm.news\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#organization\",\"name\":\"Stourm\",\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/logo\/image\/\",\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/11\/cropped-Capture-decran-2025-11-28-a-15.19.07.png\",\"contentUrl\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/11\/cropped-Capture-decran-2025-11-28-a-15.19.07.png\",\"width\":1855,\"height\":383,\"caption\":\"Stourm\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/logo\/image\/\"},\"sameAs\":[\"https:\/\/www.facebook.com\/stourmnews\/\"]},{\"@type\":\"Person\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/c3e1dc65988632e190969234ef046cf9\",\"name\":\"La r\u00e9daction\",\"image\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/image\/\",\"url\":\"https:\/\/secure.gravatar.com\/avatar\/7463443f194b6b5fb706b074ca0ef59a0cfcfd720cb47764b0ec5a952ce422b3?s=96&d=mm&r=g\",\"contentUrl\":\"https:\/\/secure.gravatar.com\/avatar\/7463443f194b6b5fb706b074ca0ef59a0cfcfd720cb47764b0ec5a952ce422b3?s=96&d=mm&r=g\",\"caption\":\"La r\u00e9daction\"},\"sameAs\":[\"https:\/\/stourm.news\"],\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/?author=1\"}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c'hallaoued - STOURM","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c'hallaoued - STOURM","og_description":"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c&rsquo;hallaoued. Penaos gouennlazha\u00f1 dre erlec&rsquo;hia\u00f1 ar bobla\u00f1s henvroat. Daoust d&rsquo;ar pezh a vez embannet gant ar gouarnamant gall goude referendum miz Du 2018 eo diskleriet sklaer ez eus eus Kanaked , eus o Broad, eus o youl da veza\u00f1 emren &#8230;e Miz Mae 2015 e voe embannet dirak [&hellip;]","og_url":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423","og_site_name":"STOURM","article_publisher":"https:\/\/www.facebook.com\/stourmnews\/","article_published_time":"2024-05-18T05:15:10+00:00","og_image":[{"width":1920,"height":1280,"url":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2024\/05\/drapeau-kanak.jpg","type":"image\/jpeg"}],"author":"La r\u00e9daction","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"\u00c9crit par":"La r\u00e9daction","Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"22 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"Article","@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#article","isPartOf":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423"},"author":{"name":"La r\u00e9daction","@id":"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/c3e1dc65988632e190969234ef046cf9"},"headline":"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c&rsquo;hallaoued","datePublished":"2024-05-18T05:15:10+00:00","mainEntityOfPage":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423"},"wordCount":4265,"commentCount":0,"publisher":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/#organization"},"image":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2024\/05\/drapeau-kanak.jpg","articleSection":["Brezhoneg","Principale"],"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"CommentAction","name":"Comment","target":["https:\/\/stourm.news\/?p=1423#respond"]}]},{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423","url":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423","name":"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c'hallaoued - STOURM","isPartOf":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/#website"},"primaryImageOfPage":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#primaryimage"},"image":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2024\/05\/drapeau-kanak.jpg","datePublished":"2024-05-18T05:15:10+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/stourm.news\/?p=1423"]}]},{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#primaryimage","url":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2024\/05\/drapeau-kanak.jpg","contentUrl":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2024\/05\/drapeau-kanak.jpg","width":1920,"height":1280},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=1423#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/stourm.news\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Istor diechu an trevadenni\u00f1 Kanaki gant ar c&rsquo;hallaoued"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/stourm.news\/#website","url":"https:\/\/stourm.news\/","name":"Stourm","description":"Kazetenn Strollad Broadel Breizh","publisher":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/stourm.news\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/stourm.news\/#organization","name":"Stourm","url":"https:\/\/stourm.news\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/11\/cropped-Capture-decran-2025-11-28-a-15.19.07.png","contentUrl":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/11\/cropped-Capture-decran-2025-11-28-a-15.19.07.png","width":1855,"height":383,"caption":"Stourm"},"image":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/logo\/image\/"},"sameAs":["https:\/\/www.facebook.com\/stourmnews\/"]},{"@type":"Person","@id":"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/c3e1dc65988632e190969234ef046cf9","name":"La r\u00e9daction","image":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/image\/","url":"https:\/\/secure.gravatar.com\/avatar\/7463443f194b6b5fb706b074ca0ef59a0cfcfd720cb47764b0ec5a952ce422b3?s=96&d=mm&r=g","contentUrl":"https:\/\/secure.gravatar.com\/avatar\/7463443f194b6b5fb706b074ca0ef59a0cfcfd720cb47764b0ec5a952ce422b3?s=96&d=mm&r=g","caption":"La r\u00e9daction"},"sameAs":["https:\/\/stourm.news"],"url":"https:\/\/stourm.news\/?author=1"}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts\/1423","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Fcomments&post=1423"}],"version-history":[{"count":1,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts\/1423\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":1425,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts\/1423\/revisions\/1425"}],"wp:featuredmedia":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/media\/1424"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Fmedia&parent=1423"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Fcategories&post=1423"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Ftags&post=1423"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}