{"id":4863,"date":"2025-10-23T10:46:50","date_gmt":"2025-10-23T10:46:50","guid":{"rendered":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863"},"modified":"2025-10-23T10:46:50","modified_gmt":"2025-10-23T10:46:50","slug":"sant-erwan-a-gervarzhin","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863","title":{"rendered":"Sant Erwan a Gervarzhin"},"content":{"rendered":"<p style=\"text-align: justify;\">Ar Vreizh e dibenn an 13-vet kantvedEvit pezh a sell an danvez, ne oa ket fall eta ar stal gant Breizh e dibenn an 13-vet kantved. Daoust avat hag e oa koulz, war un dachenn uheloc\u2019h, hini enor ha klod ar vro ? Diskredi\u00f1 a c\u2019hallfed da genta\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">D\u2019ar mare m\u2019edo ar Saozon o lakaat gwad da redek gant o mac\u2019homerezh, e oa bet nerzh gouenn ar Vrezhoned en e splanna\u00f1. Harozed a oa bet, evel Eozen Pourc\u2019hoad, Raoul Felger, dibleg dirak ar blanedenn, o terc\u2019hel uhel ha sonn banniel ar vammvro.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Neuze e oa bet an dug yaouank Arzhur, ar bugel-merzher, e gurunenn wadek war e benn, o tremen prim en hon Istor, e-giz un tasmant galvet gant mouezh diouganerezhel Merzhin. Per Brizhkloareg, leun a ijin hag a gadarnded, hogen hep muzul na skiant-varn, a gasas ar Vrezhoned d\u2019an trec\u2019h aenep un aloubadenn nevez (hini Amaouri Craon), hag e savas diraza\u00f1 enebourien hael, difennerien galonek hensavadurio\u00f9 Breizh : Gwionvarc\u2019h Leon, Herri Avaogour, Andrev Wizhurieg.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E-pad ren Yann Rous, avat, e vab, ne voe ket a zarvoudo\u00f9 meur, ne voe ket a tud veur. Ha ma ne voe ket a tud veur ez eo marteze dre ziouer a zarvoudo\u00f9 meur rak diouzh an darvoudo\u00f9 e tarzh an dud. Lakaomp evezh koulskoude.<\/p>\n<h5 style=\"text-align: justify;\"><strong>Ur sklerijenn war Vreizh<\/strong><\/h5>\n<p style=\"text-align: justify;\">Setu, e dibenn an 13-vet kantved, ur sklerijenn vras o para\u00f1 war Vreizh, o c\u2019houlaoui\u00f1 an dremmwel penn-da-benn. Un den, ur mor stank a tud ouzh e heul o kenyouc\u2019ha\u00f1 dezha\u00f1, a gerzh war-raok, leun a uvelded ha skedus-holl e glod. Hennezh n\u2019eo ket ur pri\u00f1s nag ur brezelour, nag un eskob, nag ur manac\u2019h. Ur beleg eo, person ur barrez diwar ar maez. Hogen ar beleg-se a vezo adalek neuze sant-paeron bras, galloudusa\u00f1 gwarezour Breizh : Sant Erwan a Gervarzhin.<\/p>\n<h5 style=\"text-align: justify;\"><strong>Lec\u2019h Sant Erwan en Istor<\/strong><\/h5>\n<p style=\"text-align: justify;\">N\u2019omp ket evit dezrevella\u00f1 ama\u00f1 e vuhez varzhus. Ret eo dimp avat merka\u00f1 e lec\u2019h en hon Istor.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>Personelezh Sant Erwan<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ganet e voe e 1253, e maner Kervarzhin e-kichen Landreger, mab d\u2019un denjentil bihan anvet Tankred pe c\u2019hoazh Trankoed Helori. N\u2019eo ket, Doue ra vezo meulet, an hini diwezha\u00f1 eus sent hor bro. Ganta\u00f1 ez echu koulskoude pezh a c\u2019haller envel marevezh harozel sent Vreizh, marevezh patromed kozh hor gouenn, a sav dirazomp gant o rodo\u00f9-heol aour, o nerzh hag o vertuzio\u00f9 bras o teurel banno\u00f9, ken pouezus ha ken rekis o labour broadel ma ne vefe ket tu da veiza\u00f1 hon Istor paneveto.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Sant Erwan a zo an diwezha\u00f1 ganet eus al lignez veur-se. Ne voe ket, evel ma kreder alies, un den deol a chome en e gorn, o c\u2019hounit santelezh tammig-hatammig dre e bedenno\u00f9, e emgastizadurio\u00f9, e aluzeno\u00f9, evit e vad e-unan ha mad an nebeut tud a veve en-dro dezha\u00f1.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ne oa ket Sant Erwan evel-se. Da genta\u00f1, ur gouizieg hag ul lenneg a oa anezha\u00f1. Pevarzek vloaz eus e vuhez a ouestlas da studi al lizhiri, al lezenn, an doueoniezh e skolio\u00f9 meur brudet Pariz hag Orlea\u00f1s. Neuze, e-pad ugent vloaz, e talc\u2019has ur garg en uhelvarnerezh an Iliz, hag an holl amzer, evel ma oa aotreet d\u2019ober, e vreutaas gant sked, dirak an holl lezio\u00f9-barn nemet e hini, evit ar beorien, hep beza\u00f1 paeet hep mar, &#8211; ha dre se e voe niverus e guzulidi.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Dalc\u2019hmat, d\u2019ar mare-se ivez, ez ae don e studi skiant ar gwir, o kemer zoken e levrio\u00f9-gwiraouriezh ganta\u00f1 da c\u2019houbenner e-pad an noz. Evel alvokad hag ofisial eskopti Treger, ez ae da heulia\u00f1 ar prosezo\u00f9 hag ar barnerezhio\u00f9 dirak lezio\u00f9-engalv Teurgn ha Pariz. E obero\u00f9 evel gwiraour meur ne c\u2019hounezjont ket dezha\u00f1 brud e Breizh hepken, hogen ivez e Fra\u00f1s a-bezh.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>E brezegenn e Breizh<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E-pad trizek bloaz, &#8211; bloazio\u00f9 diwezha\u00f1 e vuhez, adalek 1291 betek 1303, &#8211; e prezegas, o vont dre Vreizh hag o lakaat fi\u00f1v e pep lec\u2019h. En-dro d\u2019e gador e terede selaouerien, ugent, tregont gwech muioc\u2019h eget en-dro da hini nep prezegour all, \u00ab ha pa vije bet un eskob \u00bb. Ken dudiet e oant gant e gomzo\u00f9 ma \u2019z aent ouzh e heul, a barrez da barrez, ne vern pelec\u2019h e plije ganta\u00f1 ober e brezegennno\u00f9.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ha dizale, pa voe gwelet ar prezegour helavar, ar gwiraour gouiziek o vale dre ar maezio\u00f9 gant e vantell vras burell gwenn, arouez e vuhez penedour, gwisket ganta\u00f1 a-ratozh \u00ab evit degas aesoc\u2019h de\u00f1ved an Aotrou da garantez ar Christ \u00bb, pa voe gouezet ne oa e ouiziegezh, e helavarded hogozik netra e-skoaz burzhudo\u00f9 dispar e emgastiz hag e garitez, ne voe mui harz da estlamm an dud, hag an holl Vrezhoned, \u00ab nobla\u00f1s ha partabl, paour ha pinvidik, a zeuas da gehela\u00f1 an Aotrou Sant Erwan evel o zad, hag e kement lec\u2019h ma \u2019z ae, e savent diraza\u00f1 gant douja\u00f1s \u00bb (Diello\u00f9 istor Sant Erwan).<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>Goude e varv<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Goude e varv, &#8211; 19 a viz Mae 1303, &#8211; n\u2019eo ket Breizh hepken, hogen ouzhpenn roue ha rouanez Fra\u00f1s, skol-veur Bariz, un niver a eskibien hag a arc\u2019heskibien, Fra\u00f1s a-bezh, pa lavarin mat, a bedas hag a aspedas an Tad Santel da lakaat Erwan war an aoterio\u00f9. En un taol-kont e voe enoret dre ar bed kristen : skeudenn ar Reizhded, skeudenn Vreizh. Dre-holl diwar neuze e lakaer warna\u00f1 erminigo\u00f9, dre-holl ez embanner ez eo skedusa\u00f1 ha kloka\u00f1 personeladur ar ouenn vrezhon.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\"><strong>Un darvoud en e vuhez<\/strong><\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Evit lakaat an dud d\u2019e anavezout ervat, e rankfed liva darvoudo\u00f9 e vuhez dre ar munud, ha n\u2019hallan ket. Ne gontin nemet unan. Peurliesa\u00f1 ar re a gonter a ziskouez e emziouer, e garitez, e garantez d\u2019ar reizhded. An darvoud a zanevellin a zo nebeut anavezet. Ur sklerijenn nevez hag arouezius a daol war ar sant. \u00ab E-pad ren Fulub Kaer, \u00bb eme ar Benead gouiziek Montfaucon, \u00ab e voe muioc\u2019h a dailho\u00f9, a daoso\u00f9, a valtouterezh eget e-pad an holl reno\u00f9 diagent. \u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E-tro 1295, evit kenderc\u2019hel gant ar brezel ouzh ar Saozon hag ar Flamanked, en doa bet ar roue-se digant ar Pab aotre zoken da lakaat taoso\u00f9 war dud-a-Iliz e rouantelezh. Hogen, pezh a oa direizhek, bez\u2019 e felle dezha\u00f1 astenn an aotre-se da Vreizh, a oa distag-krenn diouzh rouantelezh Fra\u00f1s e-ke\u00f1ver an tailho\u00f9, ha na dlee da Fra\u00f1s truaj ebet.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E Breizh eta e voe nac\u2019het paea\u00f1 an taoso\u00f9-se, hag ar toue a gasas serjanted ha rekorded, harpet gant ur floc\u2019h ha tud armet evit lakaat ar re zisent da blega\u00f1. Ar bagad lakepoded-se a zegouezhas eta e Landreger evit goulenn gro\u00f1s, etre trao\u00f9 all, digant an eskob hag e guzul-chalonied an taos war ar mado\u00f9 loc\u2019hus, &#8211; un taos a c\u2019halle, hervez an doare anezho, beza\u00f1 ur gantvedenn, un hanterkantvedenn, pe zoken un ugentvedenn eus o zalvoudegzh.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">An eskob, gant aon da veza\u00f1 gwallgaset, a oa aet er-maez eus k\u00ear, o lezel e ofisial, &#8211; da lavarout eo Sant Erwan, &#8211; da zerc\u2019hel penn ouzh goulenno\u00f9 direizh Fulub Kaer, a yae a-enep frankiz Vreizh, hag ivez frankiz an Iliz.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Erwan a oa en em serret en iliz-veur, hep mont er-maez na noz na deiz, ha lakaet en doa holl vado\u00f9 loc\u2019hus, te\u00f1zorio\u00f9 ha traezo\u00f9 prizius an eskob hag ar c\u2019huzul da veza\u00f1 kaset di, evit o difenn dispont. An iliz-veur ha zoken ar palez eskobel (a oa e-barzh klozadur an iliz-veur) a oa lec\u2019hio\u00f9 minic\u2019hi, ha serjanted roue Fra\u00f1s n\u2019hallent ket mont e-barzh hep kouezha\u00f1 dindan anaoue. Diazezet edont avat war ar blasenn tro-war-dro, evit ober kaeladur, pa lavarfed, ha kregi\u00f1 e kement tra a vije degaset er-maez hag a vije diouzh o grad.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">A-greiz-holl, ne ouzer ket perak, setu dor ar palez o tigeri\u00f1, hag ur palafrigner o tont, ganta\u00f1 ur brav a varc\u2019h glas-marellet, na dalveze ket nebeutoc\u2019h eget 40 lur eus an amzer-se. Likizien Fulub Kaer a lam warna\u00f1 kerkent, hep damant ouzh ar palafrigner, a glask herzel.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Gant an trouz, Erwan a zibouch eus an iliz-veur, ha pa wel unan eus ar Fra\u00f1sizien o kregi\u00f1 e ra\u00f1jenn al loen evit e gas ganta\u00f1, en em laka a-ispilh diouzh an tu all hag e ra d\u2019ar marc\u2019h chom a-sav dre boueza\u00f1 war ar weskenn. Ar ra\u00f1jenn a dorr. Hag ar serjanted da sailha\u00f1 war an ofisial d\u2019ober dezha\u00f1 dispega\u00f1. War se, o verzout e oa gwallgaset \u00ab an Aotrou Erwan \u00bb, ar beorien a zered, ar re gamm, ar re zall, ar re seizet en doa sikouret ha pareet, hag holl dud k\u00ear en diwez. Ar serjanted, bountet a bep tu, a rank tec\u2019hout. En ur skampa\u00f1 e reont ouzh Landregeriz gourdrouzo\u00f9 spontus.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Erwan, gounezet an trec\u2019h ganta\u00f1, a zistro d\u2019ar palez gant ar marc\u2019h glas-marellet. Oc\u2019h erruout en iliz-veur, avat, e kav ur bagad kloer ha bourc\u2019hizien, spouronet, &#8211; zoken Gwilherm Tournemin, te\u00f1zorier ar c\u2019huzul, &#8211; gant komzo\u00f9 ar serjanted. E letaat a reont.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab Fallakr ma \u2019z oc\u2019h, \u00bb a griont. \u00ab Ni a zo lakaet ganeoc\u2019h war var da goll hon holl vado\u00f9. C\u2019hwi ne rit forzh, rak n\u2019hoc\u2019h eus netra da goll. N\u2019oc\u2019h nemet ur palod, ur c\u2019horker, un hailhon ! \u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ne reas Erwan nemet c\u2019hoarzhin gant kounnar ar vordoked-se, ken aonik, hag e tisklerias dezho :<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab Lavarit pezh a garit. Keit ha ma vevin, netra ne viro ouzhin da zifenn gant va holl nerzh frankiz an Iliz. \u00bb<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">E-pad noz, edo Erwan astennet war daro\u00f9 sakristiri an iliz-veur ur mevel anvet Olier Lannuig en ur gwele en e gichen. Dihunet e voent o-daou gant ur barrad-arnev braouac\u2019hus, k\u00ear Landreger a-bezh hejet gant an taolio\u00f9-kurun. Lannuig a anzavas diwezhatoc\u2019h e kuzhe e benn dindan al li\u00f1selio\u00f9, darev da vervel gant an aon. Erwan avat a savas, a c\u2019hourc\u2019hemennas dezha\u00f1 kemer ur piled-koar ha dont ganta\u00f1 er chantele.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Lannuig a yeas en ur grena\u00f1 ouzh e heul hag a chomas e-tal ur bez dirak an aoter-veur. Erwan a gerzhas e-unan betek ar c\u2019hev, ma edo ar relego\u00f9, en o zouez re Sant Tudal. Lannuig a gredas dezha\u00f1 e kleve div vouezh, unan o komz evel ur mestr, hag eben, hini Erwan, o respont doujus. Ar vouezh kenta\u00f1, hervez Lannuig, a dlee beza\u00f1 hini Sant Tudal. A-benn ur pennadig, Erwan a zistroas hag a lavaras da Lannuig :<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">\u00ab Deomp da gousket. Peoc\u2019h a zo ! \u00bb Hag antronoz vintin e oa peoc\u2019h e gwirionez. Serjanted ar roue, spontet hep mar gant ar barrad-arnev, a yeas kuit hep kas netra ganto ha ne voent mui gwelet.<\/p>\n<h5 style=\"text-align: justify;\"><strong>Relego\u00f9 Sant Erwan<\/strong><\/h5>\n<p style=\"text-align: justify;\">Penn Sant Erwan ha darn eus e eskern a vez miret gant karantez en iliz-veur Landreger.Daou releg prizius all eus ar sant bras a zo tammo\u00f9 eus e vreviel, en ur skritur gaer eus an 13-vet kantved, miret e sakristiri ar Vinic\u2019hi, &#8211; hag ar gazul gwiadenn vizantat ma rae ganti e-pad an unnek vloaz diwezha\u00f1 eus e vuhez, pa oa rektor Louaneg, a weler en iliz ar barrez-se.<\/p>\n<p style=\"text-align: justify;\">Ur releg eus an hevelep seurt, ken prizius all, a chome c\u2019hoazh un nebeut bloavezhio\u00f9 \u2019zo : nev romanek an iliz-se e Louaneg. Eno e oa bet klevet e-pad unnek bloaz sant-paeron Breizh oc\u2019h embann gant e vouezh kre\u00f1v kelennadurezh an Aviel. Eno e oa bet gwelet bemdez o seveni\u00f1 kargo\u00f9 santel al liderezh, o kensakra\u00f1 pep maen gant e bedenno\u00f9, ouzh o binniga\u00f1, o lakaat frond e vertuzio\u00f9 hag e garitez dispar er savadur a-bezh. Tri bloaz \u2019zo e voe distrujet an nev-se, diskaret evel ur gozh lochenn. Vandalerezh eo, ha disakrerezh ouzhpenn. Ar re o deus graet an torfed-se, pe o deus lezet e ober, pa c\u2019hallent mirout, ne oa ket ur galon vrezhon en o c\u2019hreiz. Ha me, n\u2019eo ket hepken evel istorour nag hendraour, hogen muioc\u2019h c\u2019hoazh evel Brezhon ha Kristen, ma tamallan an taol difeiz-se dirak an holl.<\/p>\n<p style=\"text-align: right;\">Troet gant Roparz Hemon,<\/p>\n<p style=\"text-align: right;\">War-lerc\u2019hidi Yann Rous, AN DUG YANN II (1286-1305), Istor La Borderie<\/p>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Ar Vreizh e dibenn an 13-vet kantvedEvit pezh a sell an danvez, ne oa ket fall eta ar stal gant Breizh e dibenn an 13-vet kantved. Daoust avat hag e oa koulz, war un dachenn uheloc\u2019h, hini enor ha klod ar vro ? Diskredi\u00f1 a c\u2019hallfed da genta\u00f1. D\u2019ar mare m\u2019edo ar Saozon o lakaat [&hellip;]<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":4864,"comment_status":"open","ping_status":"open","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"sb_editor_width":"","footnotes":""},"categories":[58,59,65],"tags":[],"class_list":["post-4863","post","type-post","status-publish","format-standard","has-post-thumbnail","hentry","category-breizh","category-e-brezhoneg","category-principale"],"relative_dates":{"created":"8 mois ago","modified":"8 mois ago"},"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v26.3 - https:\/\/yoast.com\/wordpress\/plugins\/seo\/ -->\n<title>Sant Erwan a Gervarzhin - STOURM<\/title>\n<meta name=\"robots\" content=\"index, follow, max-snippet:-1, max-image-preview:large, max-video-preview:-1\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"fr_FR\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Sant Erwan a Gervarzhin - STOURM\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"Ar Vreizh e dibenn an 13-vet kantvedEvit pezh a sell an danvez, ne oa ket fall eta ar stal gant Breizh e dibenn an 13-vet kantved. Daoust avat hag e oa koulz, war un dachenn uheloc\u2019h, hini enor ha klod ar vro ? Diskredi\u00f1 a c\u2019hallfed da genta\u00f1. D\u2019ar mare m\u2019edo ar Saozon o lakaat [&hellip;]\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"STOURM\" \/>\n<meta property=\"article:publisher\" content=\"https:\/\/www.facebook.com\/stourmnews\/\" \/>\n<meta property=\"article:published_time\" content=\"2025-10-23T10:46:50+00:00\" \/>\n<meta property=\"og:image\" content=\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/10\/Capture-decran-2025-10-23-a-19.46.05-1024x706.png\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:width\" content=\"1024\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:height\" content=\"706\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:type\" content=\"image\/png\" \/>\n<meta name=\"author\" content=\"La r\u00e9daction\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"\u00c9crit par\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"La r\u00e9daction\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:label2\" content=\"Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data2\" content=\"10 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\/\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"Article\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#article\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863\"},\"author\":{\"name\":\"La r\u00e9daction\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/c3e1dc65988632e190969234ef046cf9\"},\"headline\":\"Sant Erwan a Gervarzhin\",\"datePublished\":\"2025-10-23T10:46:50+00:00\",\"mainEntityOfPage\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863\"},\"wordCount\":2028,\"commentCount\":0,\"publisher\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#organization\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/10\/Capture-decran-2025-10-23-a-19.46.05.png\",\"articleSection\":[\"Breizh\",\"E brezhoneg\",\"Principale\"],\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"CommentAction\",\"name\":\"Comment\",\"target\":[\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#respond\"]}]},{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863\",\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863\",\"name\":\"Sant Erwan a Gervarzhin - STOURM\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#website\"},\"primaryImageOfPage\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#primaryimage\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/10\/Capture-decran-2025-10-23-a-19.46.05.png\",\"datePublished\":\"2025-10-23T10:46:50+00:00\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863\"]}]},{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#primaryimage\",\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/10\/Capture-decran-2025-10-23-a-19.46.05.png\",\"contentUrl\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/10\/Capture-decran-2025-10-23-a-19.46.05.png\",\"width\":1490,\"height\":1028},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\/\/stourm.news\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Sant Erwan a Gervarzhin\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#website\",\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/\",\"name\":\"Stourm\",\"description\":\"Kazetenn Strollad Broadel Breizh\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\/\/stourm.news\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"fr-FR\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#organization\",\"name\":\"Stourm\",\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/logo\/image\/\",\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/11\/cropped-Capture-decran-2025-11-28-a-15.19.07.png\",\"contentUrl\":\"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/11\/cropped-Capture-decran-2025-11-28-a-15.19.07.png\",\"width\":1855,\"height\":383,\"caption\":\"Stourm\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/logo\/image\/\"},\"sameAs\":[\"https:\/\/www.facebook.com\/stourmnews\/\"]},{\"@type\":\"Person\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/c3e1dc65988632e190969234ef046cf9\",\"name\":\"La r\u00e9daction\",\"image\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"fr-FR\",\"@id\":\"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/image\/\",\"url\":\"https:\/\/secure.gravatar.com\/avatar\/7463443f194b6b5fb706b074ca0ef59a0cfcfd720cb47764b0ec5a952ce422b3?s=96&d=mm&r=g\",\"contentUrl\":\"https:\/\/secure.gravatar.com\/avatar\/7463443f194b6b5fb706b074ca0ef59a0cfcfd720cb47764b0ec5a952ce422b3?s=96&d=mm&r=g\",\"caption\":\"La r\u00e9daction\"},\"sameAs\":[\"https:\/\/stourm.news\"],\"url\":\"https:\/\/stourm.news\/?author=1\"}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Sant Erwan a Gervarzhin - STOURM","robots":{"index":"index","follow":"follow","max-snippet":"max-snippet:-1","max-image-preview":"max-image-preview:large","max-video-preview":"max-video-preview:-1"},"canonical":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863","og_locale":"fr_FR","og_type":"article","og_title":"Sant Erwan a Gervarzhin - STOURM","og_description":"Ar Vreizh e dibenn an 13-vet kantvedEvit pezh a sell an danvez, ne oa ket fall eta ar stal gant Breizh e dibenn an 13-vet kantved. Daoust avat hag e oa koulz, war un dachenn uheloc\u2019h, hini enor ha klod ar vro ? Diskredi\u00f1 a c\u2019hallfed da genta\u00f1. D\u2019ar mare m\u2019edo ar Saozon o lakaat [&hellip;]","og_url":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863","og_site_name":"STOURM","article_publisher":"https:\/\/www.facebook.com\/stourmnews\/","article_published_time":"2025-10-23T10:46:50+00:00","og_image":[{"width":1024,"height":706,"url":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/10\/Capture-decran-2025-10-23-a-19.46.05-1024x706.png","type":"image\/png"}],"author":"La r\u00e9daction","twitter_card":"summary_large_image","twitter_misc":{"\u00c9crit par":"La r\u00e9daction","Dur\u00e9e de lecture estim\u00e9e":"10 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"Article","@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#article","isPartOf":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863"},"author":{"name":"La r\u00e9daction","@id":"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/c3e1dc65988632e190969234ef046cf9"},"headline":"Sant Erwan a Gervarzhin","datePublished":"2025-10-23T10:46:50+00:00","mainEntityOfPage":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863"},"wordCount":2028,"commentCount":0,"publisher":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/#organization"},"image":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/10\/Capture-decran-2025-10-23-a-19.46.05.png","articleSection":["Breizh","E brezhoneg","Principale"],"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"CommentAction","name":"Comment","target":["https:\/\/stourm.news\/?p=4863#respond"]}]},{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863","url":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863","name":"Sant Erwan a Gervarzhin - STOURM","isPartOf":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/#website"},"primaryImageOfPage":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#primaryimage"},"image":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/10\/Capture-decran-2025-10-23-a-19.46.05.png","datePublished":"2025-10-23T10:46:50+00:00","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#breadcrumb"},"inLanguage":"fr-FR","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/stourm.news\/?p=4863"]}]},{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#primaryimage","url":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/10\/Capture-decran-2025-10-23-a-19.46.05.png","contentUrl":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/10\/Capture-decran-2025-10-23-a-19.46.05.png","width":1490,"height":1028},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/stourm.news\/?p=4863#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/stourm.news\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Sant Erwan a Gervarzhin"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/stourm.news\/#website","url":"https:\/\/stourm.news\/","name":"Stourm","description":"Kazetenn Strollad Broadel Breizh","publisher":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/stourm.news\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"fr-FR"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/stourm.news\/#organization","name":"Stourm","url":"https:\/\/stourm.news\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/11\/cropped-Capture-decran-2025-11-28-a-15.19.07.png","contentUrl":"https:\/\/stourm.news\/wp-content\/uploads\/2025\/11\/cropped-Capture-decran-2025-11-28-a-15.19.07.png","width":1855,"height":383,"caption":"Stourm"},"image":{"@id":"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/logo\/image\/"},"sameAs":["https:\/\/www.facebook.com\/stourmnews\/"]},{"@type":"Person","@id":"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/c3e1dc65988632e190969234ef046cf9","name":"La r\u00e9daction","image":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"fr-FR","@id":"https:\/\/stourm.news\/#\/schema\/person\/image\/","url":"https:\/\/secure.gravatar.com\/avatar\/7463443f194b6b5fb706b074ca0ef59a0cfcfd720cb47764b0ec5a952ce422b3?s=96&d=mm&r=g","contentUrl":"https:\/\/secure.gravatar.com\/avatar\/7463443f194b6b5fb706b074ca0ef59a0cfcfd720cb47764b0ec5a952ce422b3?s=96&d=mm&r=g","caption":"La r\u00e9daction"},"sameAs":["https:\/\/stourm.news"],"url":"https:\/\/stourm.news\/?author=1"}]}},"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts\/4863","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Fcomments&post=4863"}],"version-history":[{"count":1,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts\/4863\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":4865,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/posts\/4863\/revisions\/4865"}],"wp:featuredmedia":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=\/wp\/v2\/media\/4864"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Fmedia&parent=4863"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Fcategories&post=4863"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/stourm.news\/index.php?rest_route=%2Fwp%2Fv2%2Ftags&post=4863"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}