Dug Breizh a oa degouezhet e Lion d’ar Sadorn 6 a viz Du 1305. Lojañ a reas gant e ambrougerien en un ostel bras. E vevelien a gouske en un ti e-kichen. Feurmet en doa pep tra, gant an arrebeuri, evit pevarzek devezh, d’ar priz a 5 florin pe 10 lur bemdez.A-vec’h erruet, e reas e ziarbennoù evit ren e kêr Lion, keit ha ma chomje enni, buhez largentezus ur priñs. E « glujaraer », karget da bourchas klujiri ha jiboez a bep seurt, en doa degaset kargadoù bras a gig-gouez, ha prenet e voe kig-moc’h, morzhedoù-hoc’h, gwin kozh, h.a. An dug a lakaas ober evitañ ur sae vezher « marbret-louet », diouzh ar c’hiz diwezhañ, ur chupenn hag ur c’habell feuret. Adaozet e voe ar sternajoù war-benn gouel ar gurunidigezh.
Kurunidigezh ar Pab
An deiz bras a zeuas erfin, d’ar Sul 14 a viz Du. En iliz Sant-Just e voe graet al lid, gant ur brosesion hir evit echuiñ. Ar Pab nevez, Klemañs V, a voe gwelet e-kreiz un amheuliadeg splann, o vont d’e balez dre ar ruioù strewet, pallennet, garlantezet evel d’an deizioù brasañ. Evit enoriñ ar Beleg-Dreist, an dud uhelañ a oa e Lion en deiz-se a gasas, pep hini d’e dro, e varc’h dre ar rañjenn : da gentañ roue Frañs, Fulub Kaer, neuze e vreudeur, Charlez kont Valois ha Loeiz kont Evreux, ha goude dug Breizh.

Hemañ a sevene ar garg-se pa zibunas an ambrougadeg dindan murioù kêr, un engroez stank a dud war o lein. Dres d’ar c’houlz m’edo ar Pab o tremen, an dug Yann krog e rañjenn e jav, e disac’has trumm ur pennad-moger bras gant pouez an arresterien, hag e kouezhas en un taol. Stlapet e voe ar Pab d’an douar diwar gein e varc’h. Un dousennad tud uhelañ, en o zouez kont Valois, a voe gwall c’houliet. A-zindan ur meneziad mein hag atredoù e voe tennet gant bec’h dug Breizh, hanter flastret e gorf.
Marv Yann II

Re skoet e oa bet evit e gas d’e lojeiz. Douget e voe en un ti e-kichen. Gant mall e wiskjod dezhañ dilhad ledanoc’h hag aezetoc’h eget e re, ur gorfkennvezher du hag ur chupenn feuret gant « kofoù konikled ». Ur surjian, ampartañ hini Lion hep mar, Leroy de Malines, a reas war e dro, harpet gant un oberataour, Mestr Pierre Sortais, a aozas an traetoù, an drammoù, a brederias ar priñs e-unan, hag a chomas gantañ betek ar poent diwezhañ.Daoust d’o strivoù, Yann II a varvas, d’ar 16 pe d’an 18 a viz Du (d’ar 16 hervez roll Auberi). Balzamet e voe e gorf gant ur surjian all, Mestr Jean de Béthisy. Goude-se e voe lienet, gwriet ur golo ler war e gorf, ha neuze e voe lakaet en un arched plom.
Ofis an anaon e Lion

Ofis an anaon a voe lidet da gentañ e Lion, en iliz Sant-Just. Dindan ur chapel-c’houlou goloet gant sendal du e voe savet ur volz-kañv, kinklet gant eizh a ballennoù aour turkiat ha daou warn-ugent a ballennoù aour veneziat bevennet gant sendal du. Eno e voe lakaet an arched. Un nebeut merc’heien en o harnezioù-brezel en em renkas tro-war-dro, en o zouez an Aotrou Simon de Montbourcher.
An distro da Vreizh

Goude an ofis e lakajod an arched war ur c’harr pallennet-du, stlejet gant pevar roñse. Er penn-araok e teue daou skoedour harnezet penn-da-benn, war gein daou varc’h-kad, o tougen ardamezioù Breizh ha skoedoù ar priñs marv, livet-splann.
D’an 20 a viz Du, ez eas an holl ambrougadeg-se da abati Enez-Varba. Antronoz e loc’has ac’hano, oc’h ober hent, dre d’Tarare ha Saint-Symphorien-de-Lay, etrezek Roanne, ma tegouezhas d’ar 24. An arched a voe lakaat war ur vag, da vont war ar stêr betek Breizh. D’an 3 a viz Kerzu, edo e Beaugency. Atav o tiskenn gant ar stêr, e tegouezhas e Champtoceaux.
Da gentañ e oa bet divizet kas ar c’horf a-hed al Liger betek Naoned, hag ac’hano, gant lid bras, betek Plouarzel-Breizh-Uhel, ma tlee an dug bezañ beziet, hervez e destamant, e kouent ar Garmeziz, a gare kement. Aozet oa bet zoken kastell Boufe evit degemer an arched. Kemmet e voe menoz d’ar poent diwezhañ. Hir e oa bet ar veaj doanius-se. Goude harz Champtoceaux e touaras an ambrougadeg war ribl dehou al Liger, evit mont etrezek Plouarzel dre an hent berrañ, dre Gastell-Brient ha Louzieg.
An obidoù e Plouarzel

Ne lavar ket hon istorourien da be zeiz e voe lidet obidoù Yann II. Hervez roll-dispign Rolant Auberi, e voe d’ar 16 a viz Kerzu 1305, e Plouarzel. Ur mor a dud a oa deuet, aes kompren, d’an douaradur. Ouzhpenn tiegezh an dug hag hogos e holl goskoriad, e weled er renk kentañ aotrou Ar Roch-Kreñv, itron Laval, beskontez Thouars, Yann Maour, Olier Ar Forest, Robin Ragenel, P. Morzel, Renaot ar C’hastell, h.a., hag erfin Maoris Aradon, a oa bet e garg « bodañ ar varc’heien ha re all d’ar sebeliadur ». Eskibien hag holl veleien ar vro a oa eno, hag ivez abad ar Pedennoù gant e venec’h, abadez Fontevrault, Dominigiz Vontroulez ha Kemperle, h.a. Dirak ar c’harr-kañv e teue war varc’h daou varc’heg harnezet-klok, Lanselod Andigne ha Yann Chalonge. War an arched e voe lakaet un helm alaouret, deuet eus Pariz, hag ur c’hleze alaouret a voe kinniget d’an aoter.
Ouzhpenn 600 lur a voe dispignet e-pad an obidoù gant ar goulaouennoù hag an aluzenoù. Gant an ofis a voe graet ar sizhun war-lerc’h, anvet « ar seizhved », e voe dispignet ouzhpenn 350 lur, hep kontañ aluzenoù a-ziforc’h, div anezho da « di-Doue Plouarzel-Breizh-Uhel, evit ar beorien ».Hag ivez, tud ar c’hañv, pe gentoc’h an holl dud deredet da Plouarzel evit al lidoù glac’harus-se, da zeiz an douaridigezh ha d’an ofis goude, a voe roet dezho da evañ ha da zebriñ o gwalc’h, evel diskouezet gant roll Auberi. Da zeiz an ofis ez evjod peder zonellad win e chaoser Stank an Dug, e-kichen Plouarzel. Ur servij deiz-ha-bloaz a voe c’hoazh e Plouarzel, ha kalz arc’hant a voe dispignet adarre.
E destamant hag e deñzorAn teñzorYann II na vije ket bet mab e dad ma n’en dije ket karet dastum arc’hant. Daou renabl hon eus eus e deñzor, unan eus 1303, diembann, hag unan eus 1306, bet embannet gant ar Veneadiz.
Rannet e oa e teir lodenn :
- Naoned, e kastell an Tour-Nevez, ma chome duged Vreizh abaoe kreiz an 13-vet kantved : 117 534 lur tournez e pezhioù-moneiz, 4 042 mark arc’hant (war-dro 12 126 lur), en holl 129 660 lur. Ouzhpenn se, listri arc’hant a poueze war-dro 750 mark (2 250 lur). En holl : 131 910 lur.
- Susinio : 29 482 lur tournez e pezhioù-moneiz, 336 mark arc’hant (1 008 lur). En holl : 30 490 lur.
- Longjumeau, e-kichen Pariz : 3 500 lur tournez.
O kendaspugn an teir lodenn-se, e save teñzor Yann II da war-dro 165 910 lur tournez.An testamantPetra a felle da Yann II ober gant an teñzor-se ? Gwelet e vo o sellout ouzh e destamant, a zo seul bouezusoc’h ma ’z eo ar goshañ diell eus ar seurt savet gant un dug Breizh, deuet en he fezh betek ennomp.Paeañ e zleoùDa gentañ e ro an dug urzh da efedourien e destamant da baeañ e zleoù ha da beurzigoll ar re o dije gouzañvet droug eus e berzh pe a-berzh e implijidi.
Brezel ar Groaz
Neuze e tarzh splann ar preder bras, birvidik, a seblant bezañ bet en e benn adalek e ergerzhadenn e Tuniz hag e Siria e 1270-1273 : Brezel ar Groaz. Laesañ a ra 30 000 lur evit harpañ ar groaziadeg da zont. Pa na c’hell ket mont e-unan, e lavar e tle e vab Arzhur Breizh, pe Yann e eil mab mont en e lec’h. Peanez, eme an dug, « me a venn hag a c’hourc’hemenn ma vezo anvet gant va efedourien ur marc’heg-bannielek pe zaou, eus ar re ampartañ a c’hellint kavout, ha ma vezo roet dezho an tregont mil lur evit mont d’an Douar Santel em lec’h er gentañ kroaziadeg a vezo, gant tud armet, evel ma vezo dereat diouzh ar c’hementad arc’hant-se ».
Karantez evit e verc’h
Ar c’hristen, ar marc’heg eo a zispleg amañ c’hoant taerañ e ene. Neuze, an tad eo a lez e galon da gomz. Yann II a gare kalz e verc’h Alienor, « leanez e Fontevrault », ha keuz bras en doa d’he disparti. Kreskiñ a ra he leve-bloaz, a oa dister a-walc’h evit ur briñsez, hag e laes dezhi, evel tra-eñvor brizius, « va c’hroazig-aour », emezañ, « a zougan em irc’hier, hag am eus degaset eus an Douar Santel ». Sterniet e oa war ur grusifi graet gant koad eus ar Wir Groaz.
Plouarzel ha karitez
Goude ar groaziadeg, goude e verc’h karet, e tro an dug d’an diazezadur tostañ d’e galon, un eñvoradenn vev eus an Douar Santel, kouent Plouarzel, krouet e 1273 evit ar Garmeziz deuet gantañ eus Palestina. D’an ampoent, edont o sevel un ti kaer-tre na oa ket c’hoazh echu. Evit e echuiñ, e laese an dug dezho 1 000 lur, ha ma ne vije ket a-walc’h, ar c’hementad a vije ret da gas al labour da benn.
E spered a garitez, a druez vras ouzh an dud reuzeudik a sked, a c’haller lavarout, el laesioù niverus graet d’ar beorien :
- 6 000 lur evit « menajerien » baour Breizh, an ezhec’h a vuhez dereat a vije en dienez, rannet eskopti dre eskopti.
- 500 lur peurgetket evit re ledenez Ruiz.
- 2 000 lur « evit ar merc’hed nobl a Vreizh e paourentez, evit reiñ skoazell dezho da zimeziñ, e kement lec’h ma kavo va efedourien e vezo ar gwellañ implij ».
- 1 500 sae vurell ha 1 500 re votoù da ingalañ etre 1 500 den paour a Vreizh, er bloaz ma varvin.
- 200 lur evit ar chapalaned paour a chom e Breizh.
- 30 kalir arc’hant, a ur mark pep unan, da ingalañ en ilizoù ha chapelioù paour Breizh gant va efedourien.
- 1 000 lur da ingalañ etre peorien Vreizh, ouzhpenn ar pezha zo bet merket a-raok.
E gerent ha servijerien
Neuze e soñj an dug en e gerent, e servijerien hag an dud eus e di, a oa deuet da vezañ e vignoned, rak chomet e oant gantañ an darn vuiañ anezho, e vuhez-pad. Da gentañ e wreg, an duzez Beatriz, merc’h Herri III roue Bro-Saoz, marv e 1275 ha beziet en iliz Santfrañseziz Londrez. He c’halon avat a oa miret e Frañs : « Da abadez ha kouent Fontevrault, ma emañ kalon va fried karet Beatriz, Doue d’he fardono, 100 gwenneg sterling leve-bloaz, evit ober un ofis e koun ac’hanon hag e koun va fried da zeiz-ha-bloaz va marv ». Hevelep laes da Santfrañseziz Londrez.An dug a bled neuze gant e goskoriad, gant holl dud e di, eus ar re gentañ d’ar re ziwezhañ, adalek e varc’heien, keneiled ha tud-a-fiziañs a veze peurvuiañ war e dro, Yann Maour, Steven Ar C’hrañj, Yann Chalonge, Gwilherm Monceaux, adalek e chapalaned, Tomaz Roson, Jalmig Sant-Lou, Gwilherm Mante, betek e servijerien izelañ, da skouer e varverien Gwionig hag Herriig, e geginer Gwilhou, e balafrigner Rualan, e wenner, e besker (an hini karget da bourchas pesked d’e gegin), hep ankounac’haat e zen-a-gambr (« Mestr Erwan eus va c’hambr ») nag ar paneter, nag ar boutailher, nag ar gwenaer hag ar falc’huner, nag ar gov, nag ar mañsoner, nag Erwan ar surjian, na Gwilherm ar bieller.
Sklerijenn war Yann II
Setu aze eta testamant Yann II, brudet en Istor Breizh. Sklerijenn a daol war bennlinennoù temz-spered e aozer. Ar priñs-se, tad a familh er penn kentañ, a ranker anavezout evel gwir vab Yann Rous, – gwelloc’h koulskoude eget e dad, dreist-holl dre e drugarez hag e largentez e-keñver ar beorien, e garantez padusha birvidik ouzh an Douar Santel, a ziskuilh e oa en e ene un uhelvennad kristenha marc’hegel a vefe diaes kavout an egin anezhañ en ene e dad.
Roparz Hemon, Al Liamm 163
Recevez notre newsletter par e-mail !
