E brezhoneg

Gweladenniñ mirdi bro Leon e Lesneven (gant Yannig Kastell)

Gweladenniñ mirdi bro Leon e Lesneven (gant Yannig Kastell)

E kreiz-kêr Lesneven emañ mirdi bro Leon. Kaer eo al lec’h-se. Ur chapel e oa gwechall ha renet e oa gant an Ursulined. Ne vez ket implijet ken ar chapel-se evit oberioù relijiel avat met e-giz ur mirdi e vez implijet hiziv an deiz. E pep prenestr ar chapel gozh e kaver ardamezioù ar c’hêrioù karet a vro Leon : Brest, Kastell-Paol, Lesneven, Lokournan, Landivizio, … Dizoloiñ a reomp bro Leon evel ma vijemp arkeologourien gant roudoù an amzer tremenet. Traoù kozh-kenañ an den Neandertal hag an den Erektus – an den a zo savet, e latin – zo gwelet…
Read More
Warlerc’hidi Yann Rous, An Dug Yann II (1286-1305)

Warlerc’hidi Yann Rous, An Dug Yann II (1286-1305)

Dug Breizh a oa degouezhet e Lion d’ar Sadorn 6 a viz Du 1305. Lojañ a reas gant e ambrougerien en un ostel bras. E vevelien a gouske en un ti e-kichen. Feurmet en doa pep tra, gant an arrebeuri, evit pevarzek devezh, d’ar priz a 5 florin pe 10 lur bemdez.A-vec’h erruet, e reas e ziarbennoù evit ren e kêr Lion, keit ha ma chomje enni, buhez largentezus ur priñs. E « glujaraer », karget da bourchas klujiri ha jiboez a bep seurt, en doa degaset kargadoù bras a gig-gouez, ha prenet e voe kig-moc’h, morzhedoù-hoc’h, gwin kozh, h.a.…
Read More
Sant Erwan a Gervarzhin

Sant Erwan a Gervarzhin

Ar Vreizh e dibenn an 13-vet kantvedEvit pezh a sell an danvez, ne oa ket fall eta ar stal gant Breizh e dibenn an 13-vet kantved. Daoust avat hag e oa koulz, war un dachenn uheloc’h, hini enor ha klod ar vro ? Diskrediñ a c’hallfed da gentañ. D’ar mare m’edo ar Saozon o lakaat gwad da redek gant o mac’homerezh, e oa bet nerzh gouenn ar Vrezhoned en e splannañ. Harozed a oa bet, evel Eozen Pourc’hoad, Raoul Felger, dibleg dirak ar blanedenn, o terc’hel uhel ha sonn banniel ar vammvro. Neuze e oa bet an dug yaouank Arzhur,…
Read More
Tour-tan ar Forn

Tour-tan ar Forn

Tour-tan ar Forn, pe tour-tan ar Fourn, evel ma vez lavaret gant brezhonegerien Goueled-Leon, zo un tour-tan savet war ur garreg diwar aod kumun Porspoder, e Bro-Leon. Emañ an tour-tan war ur garreg anvet ar Forn, tri c’hilometr da vaez da aod Arc’hantell, dirak ledenez Sant-Laorañs. Hebiou ar garreg-se e tremen al listri a zeu eus Mor Breizh hag a ya war-zu ar c’hreisteiz dre Ganol ar Forn, etre enezeg Molenez hag an douar-bras. E 1862 e oa bet embannet en un danevell ofisiel e vije mat sevel un tour-tan war Karreg ar Forn, zo bras a-walc’h evit-se (25 metr…
Read More
×