23
Oct
ISTOR BREIZH - Jan a oa ganet e kêriadenn Jugon, e kumun Baod, d'ar 15 a viz Mezheven 1772. Desavet e oa bet e skolaj Gwened (daet hiriv da vout skolaj Jules Simon) da 13 vlez. Diagon a oa pa grogas an Dipac'h. Distroiñ a raas da Vaod evit sevel ur bagad chouanted a dolpe 8 kumun. Bras e oa e-keñver tud e vare (1,79 m), Jean Jan a oa kistin-sklaer e vlev, glas a zaoulagad ha togn e fri. Kreñv e oa, speredek ha bliv ha youlek-bras e kement tra a gase da benn. Pa oa Letanant Jorj Kadoudal, e oa bet…