ISTOR BREIZH – Jan a oa ganet e kêriadenn Jugon, e kumun Baod, d’ar 15 a viz Mezheven 1772. Desavet e oa bet e skolaj Gwened (daet hiriv da vout skolaj Jules Simon) da 13 vlez.
Diagon a oa pa grogas an Dipac’h. Distroiñ a raas da Vaod evit sevel ur bagad chouanted a dolpe 8 kumun. Bras e oa e-keñver tud e vare (1,79 m), Jean Jan a oa kistin-sklaer e vlev, glas a zaoulagad ha togn e fri. Kreñv e oa, speredek ha bliv ha youlek-bras e kement tra a gase da benn.
Pa oa Letanant Jorj Kadoudal, e oa bet lodek e dilestradeg Kiberen e 1795. Koronal a oa a-benn eno. Beviñ a rae Jean Jan ha Claude Lorcy, lezanvet « an hani didrec’h » e kabanennoù etre Kerlev ha Koad-Sulan, en ur park anvet Denigenn.
Ur bagad « soudarded glas » a Bondi, 22 greunader hag ur jandarm ennañ a yaas da Velrant d’ar 24 a viz Mezheven 1798. An aotrou Duparc, person Melrant, ha kuzhet e kêr Norgle a esaeas lâret dezhe, sikouret e voe get Fanchon ar Saoz hag a oa daet d’an oferenn e chapel Sant Laorañs. Re ziwezhat e oa siwazh. Fañchon ar Saoz danvez pried Jean Jan genidik a g-Kerlev a oa bloñset kreñv en he morzhed dehoù. Lazhet e voe Jean Jan hag e gamarad en emgann taer goude-se.
Kaset e voe korf Jean Jan da Bondi ha diskouezet a-skourr doc’h mur an ospital e-pad tri deiz. Douaret eo bet en ur lec’h kuzh e Pondi. Lorcy a voe douaret e chapel Sant Turiav e Bartelame.
Fañchon ar Saoz a chomas kamm he buhez-pad. Beviñ a raas betek 88 vlez ha mervel a raas e Kerlev Melrant.
Recevez notre newsletter par e-mail !

