Gweladenniñ mirdi bro Leon e Lesneven (gant Yannig Kastell)

E kreiz-kêr Lesneven emañ mirdi bro Leon. Kaer eo al lec’h-se. Ur chapel e oa gwechall ha renet e oa gant an Ursulined. Ne vez ket implijet ken ar chapel-se evit oberioù relijiel avat met e-giz ur mirdi e vez implijet hiziv an deiz. E pep prenestr ar chapel gozh e kaver ardamezioù ar c’hêrioù karet a vro Leon : Brest, Kastell-Paol, Lesneven, Lokournan, Landivizio, …

Dizoloiñ a reomp bro Leon evel ma vijemp arkeologourien gant roudoù an amzer tremenet. Traoù kozh-kenañ an den Neandertal hag an den Erektus – an den a zo savet, e latin – zo gwelet da gentañ : mare ar maen e oa. Kavout a reomp maen troc’het evit ober ostilhoù eeun : ur seurt gontell hag ur saezh da skouer. D’ar mare-se e veze savet taolioù-maen ha peul-vini ivez. Douaret e oa korfoù ar re varv dija. Hag ur maen a oa lakaet war ar bez a-wechoù. Ar bezioù-se gant ur maen a oa gouestlet d’an noblañs ha d’ar re bouezusañ er gevredigezh avat.

Met poent eo mont d’ar mare kouevr ha dizoloiñ a reomp ur c’holier brav-kenañ graet gant kouevr alaouret. Podoù a veze graet ivez : ne vezent ket livet c’hoazh met kinklet e vezent gant stummoù eeun evit ar poent. E-pad ar c’hantvedoù goude-se e oa ur mare gant Galianed ha Romaned. Diskouezet eo er mirdi gwenneien skoet, ur pod graet gant gwerenn c’hlas, pezhioù livet, kinkladur kaer, … Hag ur greizenn galloud a zo lakaet war wel ivez.

Goude mare ar C’halianed e teuas ar Vretoned a-benn ar fin. Dont a reas kreñv ar relijion er vro ganto : kroazioù a engravent war ar peul-vini, kalvarioù hag ilizioù a savent er vro. Kalz a dra a vank diwar-benn ar grennamzer er mirdi siwazh. Ne vez ket komzet diwar-benn ar brezelioù etre ar Vretoned hag ar C’hallaoued da skouer na diwar-benn ar brezel hêrezh dugelezh Breizh. D’am soñj e vefe dedennus ouzhpennañ skeudennoù duged a Vreizh, tud an noblañs hag aotrounez eskob a vro Leon, disklaeriañ gant piv e veze renet bro Leon ha petra o doa graet evit ar vro. An dra dedennusañ zo ar gwenneien skoet gant duged a Vreizh adalek an XIIIvet kantvet betek ar XVvet kantvet, peogwir e weler erminigoù warno.

Mod all ez eus kartoù brav eus kêr Lesneven ha gwiskamantoù hengounel ha brav-kenañ eus Lesneven ivez : evit ar plac’hed kenkoulz hag evit ar baotred. Ur skritell zo diwar-benn ar c’hoarioù kozh e bro Leon hag unan all diwar-benn an dañsoù hengounel. Plijet e viot gant pezhioù koad livet gant istor santel Salaün ar Foll hag ar Folgoad.

Displegadennoù diwar-benn labour an dud a vor hag al labourerien-douar a gavoc’h ivez : al laezh, an amann, produiñ an artichaod hag an ognon hag al lin, magañ kezeg, pesketa kranked, …
En ur sal all ez eus traoù ken kozh ha ni. Traoù eus goude an eil brezel bed. Dreist holl e kavit kasetennoù Quatuor vocal du Leon hag ur bladenn kanañ e Vinyle gant Eliane Pronost. Hi a oa lesanvet « Mouezh aour a Vro Leon », peogwir e oa ken sklaer he distagadur, ha peogwir e oa plijus meurbet he mouezh. Aet eo d’an anaon er bloavezhioù 2000. Doue d’he fardono.

A-benn ar fin e vank troidigezhioù e brezhoneg war ar skritelloù a-wechoù siwazh. Klask a ra tud ar mirdi un den a-feson evit en ober mat. Kasit ur bellgomzadenn da di an douristed e Lesneven, mard oc’h dedennet.

Talvout a ra 3 euro hepken ar weladenn ha digor eo d’ar Merc’her ha d’ar Sadorn ivez. Gallout a rit mont gant ho pugale. Plijet e vint.

Yannig Kastell

Recevez notre newsletter par e-mail !

By La rédaction

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

×