Ar Vreizh e dibenn an 13-vet kantvedEvit pezh a sell an danvez, ne oa ket fall eta ar stal gant Breizh e dibenn an 13-vet kantved. Daoust avat hag e oa koulz, war un dachenn uheloc’h, hini enor ha klod ar vro ? Diskrediñ a c’hallfed da gentañ.
D’ar mare m’edo ar Saozon o lakaat gwad da redek gant o mac’homerezh, e oa bet nerzh gouenn ar Vrezhoned en e splannañ. Harozed a oa bet, evel Eozen Pourc’hoad, Raoul Felger, dibleg dirak ar blanedenn, o terc’hel uhel ha sonn banniel ar vammvro.
Neuze e oa bet an dug yaouank Arzhur, ar bugel-merzher, e gurunenn wadek war e benn, o tremen prim en hon Istor, e-giz un tasmant galvet gant mouezh diouganerezhel Merzhin. Per Brizhkloareg, leun a ijin hag a gadarnded, hogen hep muzul na skiant-varn, a gasas ar Vrezhoned d’an trec’h aenep un aloubadenn nevez (hini Amaouri Craon), hag e savas dirazañ enebourien hael, difennerien galonek hensavadurioù Breizh : Gwionvarc’h Leon, Herri Avaogour, Andrev Wizhurieg.
E-pad ren Yann Rous, avat, e vab, ne voe ket a zarvoudoù meur, ne voe ket a tud veur. Ha ma ne voe ket a tud veur ez eo marteze dre ziouer a zarvoudoù meur rak diouzh an darvoudoù e tarzh an dud. Lakaomp evezh koulskoude.
Ur sklerijenn war Vreizh
Setu, e dibenn an 13-vet kantved, ur sklerijenn vras o parañ war Vreizh, o c’houlaouiñ an dremmwel penn-da-benn. Un den, ur mor stank a tud ouzh e heul o kenyouc’hañ dezhañ, a gerzh war-raok, leun a uvelded ha skedus-holl e glod. Hennezh n’eo ket ur priñs nag ur brezelour, nag un eskob, nag ur manac’h. Ur beleg eo, person ur barrez diwar ar maez. Hogen ar beleg-se a vezo adalek neuze sant-paeron bras, galloudusañ gwarezour Breizh : Sant Erwan a Gervarzhin.
Lec’h Sant Erwan en Istor
N’omp ket evit dezrevellañ amañ e vuhez varzhus. Ret eo dimp avat merkañ e lec’h en hon Istor.
Personelezh Sant Erwan
Ganet e voe e 1253, e maner Kervarzhin e-kichen Landreger, mab d’un denjentil bihan anvet Tankred pe c’hoazh Trankoed Helori. N’eo ket, Doue ra vezo meulet, an hini diwezhañ eus sent hor bro. Gantañ ez echu koulskoude pezh a c’haller envel marevezh harozel sent Vreizh, marevezh patromed kozh hor gouenn, a sav dirazomp gant o rodoù-heol aour, o nerzh hag o vertuzioù bras o teurel bannoù, ken pouezus ha ken rekis o labour broadel ma ne vefe ket tu da veizañ hon Istor paneveto.
Sant Erwan a zo an diwezhañ ganet eus al lignez veur-se. Ne voe ket, evel ma kreder alies, un den deol a chome en e gorn, o c’hounit santelezh tammig-hatammig dre e bedennoù, e emgastizadurioù, e aluzenoù, evit e vad e-unan ha mad an nebeut tud a veve en-dro dezhañ.
Ne oa ket Sant Erwan evel-se. Da gentañ, ur gouizieg hag ul lenneg a oa anezhañ. Pevarzek vloaz eus e vuhez a ouestlas da studi al lizhiri, al lezenn, an doueoniezh e skolioù meur brudet Pariz hag Orleañs. Neuze, e-pad ugent vloaz, e talc’has ur garg en uhelvarnerezh an Iliz, hag an holl amzer, evel ma oa aotreet d’ober, e vreutaas gant sked, dirak an holl lezioù-barn nemet e hini, evit ar beorien, hep bezañ paeet hep mar, – ha dre se e voe niverus e guzulidi.
Dalc’hmat, d’ar mare-se ivez, ez ae don e studi skiant ar gwir, o kemer zoken e levrioù-gwiraouriezh gantañ da c’houbenner e-pad an noz. Evel alvokad hag ofisial eskopti Treger, ez ae da heuliañ ar prosezoù hag ar barnerezhioù dirak lezioù-engalv Teurgn ha Pariz. E oberoù evel gwiraour meur ne c’hounezjont ket dezhañ brud e Breizh hepken, hogen ivez e Frañs a-bezh.
E brezegenn e Breizh
E-pad trizek bloaz, – bloazioù diwezhañ e vuhez, adalek 1291 betek 1303, – e prezegas, o vont dre Vreizh hag o lakaat fiñv e pep lec’h. En-dro d’e gador e terede selaouerien, ugent, tregont gwech muioc’h eget en-dro da hini nep prezegour all, « ha pa vije bet un eskob ». Ken dudiet e oant gant e gomzoù ma ’z aent ouzh e heul, a barrez da barrez, ne vern pelec’h e plije gantañ ober e brezegennnoù.
Ha dizale, pa voe gwelet ar prezegour helavar, ar gwiraour gouiziek o vale dre ar maezioù gant e vantell vras burell gwenn, arouez e vuhez penedour, gwisket gantañ a-ratozh « evit degas aesoc’h deñved an Aotrou da garantez ar Christ », pa voe gouezet ne oa e ouiziegezh, e helavarded hogozik netra e-skoaz burzhudoù dispar e emgastiz hag e garitez, ne voe mui harz da estlamm an dud, hag an holl Vrezhoned, « noblañs ha partabl, paour ha pinvidik, a zeuas da gehelañ an Aotrou Sant Erwan evel o zad, hag e kement lec’h ma ’z ae, e savent dirazañ gant doujañs » (Dielloù istor Sant Erwan).
Goude e varv
Goude e varv, – 19 a viz Mae 1303, – n’eo ket Breizh hepken, hogen ouzhpenn roue ha rouanez Frañs, skol-veur Bariz, un niver a eskibien hag a arc’heskibien, Frañs a-bezh, pa lavarin mat, a bedas hag a aspedas an Tad Santel da lakaat Erwan war an aoterioù. En un taol-kont e voe enoret dre ar bed kristen : skeudenn ar Reizhded, skeudenn Vreizh. Dre-holl diwar neuze e lakaer warnañ erminigoù, dre-holl ez embanner ez eo skedusañ ha klokañ personeladur ar ouenn vrezhon.
Un darvoud en e vuhez
Evit lakaat an dud d’e anavezout ervat, e rankfed liva darvoudoù e vuhez dre ar munud, ha n’hallan ket. Ne gontin nemet unan. Peurliesañ ar re a gonter a ziskouez e emziouer, e garitez, e garantez d’ar reizhded. An darvoud a zanevellin a zo nebeut anavezet. Ur sklerijenn nevez hag arouezius a daol war ar sant. « E-pad ren Fulub Kaer, » eme ar Benead gouiziek Montfaucon, « e voe muioc’h a dailhoù, a daosoù, a valtouterezh eget e-pad an holl renoù diagent. »
E-tro 1295, evit kenderc’hel gant ar brezel ouzh ar Saozon hag ar Flamanked, en doa bet ar roue-se digant ar Pab aotre zoken da lakaat taosoù war dud-a-Iliz e rouantelezh. Hogen, pezh a oa direizhek, bez’ e felle dezhañ astenn an aotre-se da Vreizh, a oa distag-krenn diouzh rouantelezh Frañs e-keñver an tailhoù, ha na dlee da Frañs truaj ebet.
E Breizh eta e voe nac’het paeañ an taosoù-se, hag ar toue a gasas serjanted ha rekorded, harpet gant ur floc’h ha tud armet evit lakaat ar re zisent da blegañ. Ar bagad lakepoded-se a zegouezhas eta e Landreger evit goulenn groñs, etre traoù all, digant an eskob hag e guzul-chalonied an taos war ar madoù loc’hus, – un taos a c’halle, hervez an doare anezho, bezañ ur gantvedenn, un hanterkantvedenn, pe zoken un ugentvedenn eus o zalvoudegzh.
An eskob, gant aon da vezañ gwallgaset, a oa aet er-maez eus kêr, o lezel e ofisial, – da lavarout eo Sant Erwan, – da zerc’hel penn ouzh goulennoù direizh Fulub Kaer, a yae a-enep frankiz Vreizh, hag ivez frankiz an Iliz.
Erwan a oa en em serret en iliz-veur, hep mont er-maez na noz na deiz, ha lakaet en doa holl vadoù loc’hus, teñzorioù ha traezoù prizius an eskob hag ar c’huzul da vezañ kaset di, evit o difenn dispont. An iliz-veur ha zoken ar palez eskobel (a oa e-barzh klozadur an iliz-veur) a oa lec’hioù minic’hi, ha serjanted roue Frañs n’hallent ket mont e-barzh hep kouezhañ dindan anaoue. Diazezet edont avat war ar blasenn tro-war-dro, evit ober kaeladur, pa lavarfed, ha kregiñ e kement tra a vije degaset er-maez hag a vije diouzh o grad.
A-greiz-holl, ne ouzer ket perak, setu dor ar palez o tigeriñ, hag ur palafrigner o tont, gantañ ur brav a varc’h glas-marellet, na dalveze ket nebeutoc’h eget 40 lur eus an amzer-se. Likizien Fulub Kaer a lam warnañ kerkent, hep damant ouzh ar palafrigner, a glask herzel.
Gant an trouz, Erwan a zibouch eus an iliz-veur, ha pa wel unan eus ar Frañsizien o kregiñ e rañjenn al loen evit e gas gantañ, en em laka a-ispilh diouzh an tu all hag e ra d’ar marc’h chom a-sav dre bouezañ war ar weskenn. Ar rañjenn a dorr. Hag ar serjanted da sailhañ war an ofisial d’ober dezhañ dispegañ. War se, o verzout e oa gwallgaset « an Aotrou Erwan », ar beorien a zered, ar re gamm, ar re zall, ar re seizet en doa sikouret ha pareet, hag holl dud kêr en diwez. Ar serjanted, bountet a bep tu, a rank tec’hout. En ur skampañ e reont ouzh Landregeriz gourdrouzoù spontus.
Erwan, gounezet an trec’h gantañ, a zistro d’ar palez gant ar marc’h glas-marellet. Oc’h erruout en iliz-veur, avat, e kav ur bagad kloer ha bourc’hizien, spouronet, – zoken Gwilherm Tournemin, teñzorier ar c’huzul, – gant komzoù ar serjanted. E letaat a reont.
« Fallakr ma ’z oc’h, » a griont. « Ni a zo lakaet ganeoc’h war var da goll hon holl vadoù. C’hwi ne rit forzh, rak n’hoc’h eus netra da goll. N’oc’h nemet ur palod, ur c’horker, un hailhon ! »
Ne reas Erwan nemet c’hoarzhin gant kounnar ar vordoked-se, ken aonik, hag e tisklerias dezho :
« Lavarit pezh a garit. Keit ha ma vevin, netra ne viro ouzhin da zifenn gant va holl nerzh frankiz an Iliz. »
E-pad noz, edo Erwan astennet war daroù sakristiri an iliz-veur ur mevel anvet Olier Lannuig en ur gwele en e gichen. Dihunet e voent o-daou gant ur barrad-arnev braouac’hus, kêr Landreger a-bezh hejet gant an taolioù-kurun. Lannuig a anzavas diwezhatoc’h e kuzhe e benn dindan al liñselioù, darev da vervel gant an aon. Erwan avat a savas, a c’hourc’hemennas dezhañ kemer ur piled-koar ha dont gantañ er chantele.
Lannuig a yeas en ur grenañ ouzh e heul hag a chomas e-tal ur bez dirak an aoter-veur. Erwan a gerzhas e-unan betek ar c’hev, ma edo ar relegoù, en o zouez re Sant Tudal. Lannuig a gredas dezhañ e kleve div vouezh, unan o komz evel ur mestr, hag eben, hini Erwan, o respont doujus. Ar vouezh kentañ, hervez Lannuig, a dlee bezañ hini Sant Tudal. A-benn ur pennadig, Erwan a zistroas hag a lavaras da Lannuig :
« Deomp da gousket. Peoc’h a zo ! » Hag antronoz vintin e oa peoc’h e gwirionez. Serjanted ar roue, spontet hep mar gant ar barrad-arnev, a yeas kuit hep kas netra ganto ha ne voent mui gwelet.
Relegoù Sant Erwan
Penn Sant Erwan ha darn eus e eskern a vez miret gant karantez en iliz-veur Landreger.Daou releg prizius all eus ar sant bras a zo tammoù eus e vreviel, en ur skritur gaer eus an 13-vet kantved, miret e sakristiri ar Vinic’hi, – hag ar gazul gwiadenn vizantat ma rae ganti e-pad an unnek vloaz diwezhañ eus e vuhez, pa oa rektor Louaneg, a weler en iliz ar barrez-se.
Ur releg eus an hevelep seurt, ken prizius all, a chome c’hoazh un nebeut bloavezhioù ’zo : nev romanek an iliz-se e Louaneg. Eno e oa bet klevet e-pad unnek bloaz sant-paeron Breizh oc’h embann gant e vouezh kreñv kelennadurezh an Aviel. Eno e oa bet gwelet bemdez o seveniñ kargoù santel al liderezh, o kensakrañ pep maen gant e bedennoù, ouzh o binnigañ, o lakaat frond e vertuzioù hag e garitez dispar er savadur a-bezh. Tri bloaz ’zo e voe distrujet an nev-se, diskaret evel ur gozh lochenn. Vandalerezh eo, ha disakrerezh ouzhpenn. Ar re o deus graet an torfed-se, pe o deus lezet e ober, pa c’hallent mirout, ne oa ket ur galon vrezhon en o c’hreiz. Ha me, n’eo ket hepken evel istorour nag hendraour, hogen muioc’h c’hoazh evel Brezhon ha Kristen, ma tamallan an taol difeiz-se dirak an holl.
Troet gant Roparz Hemon,
War-lerc’hidi Yann Rous, AN DUG YANN II (1286-1305), Istor La Borderie
Recevez notre newsletter par e-mail !
