25
Oct
Dug Breizh a oa degouezhet e Lion d’ar Sadorn 6 a viz Du 1305. Lojañ a reas gant e ambrougerien en un ostel bras. E vevelien a gouske en un ti e-kichen. Feurmet en doa pep tra, gant an arrebeuri, evit pevarzek devezh, d’ar priz a 5 florin pe 10 lur bemdez.A-vec’h erruet, e reas e ziarbennoù evit ren e kêr Lion, keit ha ma chomje enni, buhez largentezus ur priñs. E « glujaraer », karget da bourchas klujiri ha jiboez a bep seurt, en doa degaset kargadoù bras a gig-gouez, ha prenet e voe kig-moc’h, morzhedoù-hoc’h, gwin kozh, h.a.…
