23
Oct
Ar Vreizh e dibenn an 13-vet kantvedEvit pezh a sell an danvez, ne oa ket fall eta ar stal gant Breizh e dibenn an 13-vet kantved. Daoust avat hag e oa koulz, war un dachenn uheloc’h, hini enor ha klod ar vro ? Diskrediñ a c’hallfed da gentañ. D’ar mare m’edo ar Saozon o lakaat gwad da redek gant o mac’homerezh, e oa bet nerzh gouenn ar Vrezhoned en e splannañ. Harozed a oa bet, evel Eozen Pourc’hoad, Raoul Felger, dibleg dirak ar blanedenn, o terc’hel uhel ha sonn banniel ar vammvro. Neuze e oa bet an dug yaouank Arzhur,…
